D. Derrien, 1902  (p. 139-140)



ANN NEIZ
————


E-kreiz eur vodenn lann, pemp labous, enn eunn neiz,
Digor ho daoulagad abaoue goulou-deiz,
A c’hed didrouz ho mamm eat, kerkent ar beure,
Da glask eunn nebeud boued evid he bugale.


DISKAN


Bugaligou, na rit kel a vrezel
Bikenn d’al laboused,
Sonjit, p’edoc’h gwech’all enn ho kavel,
Gand ho mamm oac’h karet.

Enn eunn taol er goaremm e lamm bugaligou,
Bugaligou fallakr, dibouferien neiziou ;
Al labousigou keiz, a-boan ma’z int marbluet
Ma ’z int euz ho bodenn, neiz hag all, diframmet.

Setu boued leun he beg, sederik ha laouen.
Ar vamm o tont brema, du-hont, hed ann draonienn ;
Ober ra troiou kamm, evid en em guzet,
Ha gallout mont enn neiz, heb beza bet gwelet.

Evid ar vammik keaz, siouaz ! pebez anken,
Pa wel ez eo laeret ann neiz euz ar vodenn !
Hag abaoue, noz-deiz, a-uz d’ar bodennou,
Heb ehan ha truezuz e klever he c’hlemmou.


Mamm baour ne c’halli mui gwelet das laboused,
Adalek ar mintin em’int enn eur gaoued ;
Kouik.... das kervel a reont, enn eur grena gand aoun,
Hag ho beg a zigor gand ar zec’hed, ann naoun.

Sionaz ! re iaouank int evit gallout beva,
Rag ne c’houzont ket c’hoaz na debri, nag eva.
Bugale griz, warc’hoaz ho gweloc’h o vervel,
Araok m’ho devezo plu war ho diouaskel.


————