D. Derrien, 1902  (p. 141-142)



AR VILTANSOU
————


Gwelet hoc’h euz, hed ann nozveziou,
Pa bar al loar hag ar stered,
Ar c’hornandouned er goaremmou,
Kendirvi d’ar c’horriganed ?
Ne lazont ket ann dremenidi,
Karet a reont avad farsal ;
Na zistroit ket divezad d’ho ti,
Ma n’hoc’h euz ket a c’hoant dansal.

Klevit mad ann dra burzuduz-ma
Arruet gant Jakez, eunn nozvez ;
D’ar bourg ez eaz da brena bara,
Eur foultren tor a galz a bouez ;
Hogen, enn eunn tavarn e chomaz
Keit amzer dirag eur werenn,
Ma n’oa ket gwall abred pa zistroaz,
Gand ann dorz pounner war he benn.

Arruet o goaremm ar c’honikled,
Pell diouz ann tiez hag ann hentchou,
E kouez e-touez ar c’hornandouned
Hanvet ivez ar viltansou ;
Kerkent enn he zaou zourn eur kroget,
Ha Jakez, e-kreiz ar vandenn,
A rank, sentuz, dansal ha lammet,
Gand ann dorz pounner war he benn.


Kement e lammaz hag e tansaz,
Hed ann noz, gand ar viltansou.
Ma teuaz da ziskenn enn he ziskoaz
He c’houzouk, he c’hronch, he c’hinou
Da c’houlou-deiz ann amezeien
A gavaz Jakez enn he za,
Nemed, o burzud ! e leac’h he benn
N’oa mui nemed ann dorz vara !

Setu neuze gwella ma c’hallont,
Hi, da zachell kren war ho vleo.
Gant fisians d’hen lakat, evel kent,
Da vihana ma’z oa c’hoaz beo ;
Euz he c’houzouk n’ho doa ket gallet
Diframma nemed ann hanter,
Setu perag eo bet leshanvet
Er vro : Jakez ar c’houzouk verr !


————