Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An teir Vari.

Édouard Corfmat, 1868  (Levrenn I, p. 154-158)



ANN TER VARI.
________


I


   P’ oa ann ter Vari o wriet,
En jardin-vraz ar Pradennec,

   Arruaz ’nn aotro sant Iann gant-he,
Da anonz d’he kezlo-newe.

   — Ha demad d’ac’h-c’hui, ma moereb,
N’ ’c’h euz ket gwelet Zalwer ar bed ? —

   — Aotro sant Iann, c’hui oa gant-han,
Hag a dle goud pe-lec’h eman. —

   — Aboe dirio da greiz-de
N’am euz klewet d’ez-han doare. —

   Ar Werc’hes Vari, pa glewaz,
Ter-gwes d’ann douar a goezaz : —

   — Tawet, moereb, na oelet ket,
Me ielo d’hen klask, mar be red ;

   Me dalc’ho da vale, noz-de,
Ken am bo kavet map Doue. —


II


   P’ oa ’nn ter Vari’ vont gant ann hent,
Hi o rankontr ur mal iaouank :

   — Demad d’ac’h, ’me ar mal iaouank,
’R zalut ’zo bepred ekselant ;

   ’R zalud ’zo bepred ekselant,
Kerkoulz da goz ’vel da iaouank.

   Pelec’h ez et, pelec’h oc’h bet,
Pe ho euz esper da vonet ?

   Me ’zo ’retorn euz ar menez,
Bet ’welt sevel ’r c’halvar newez ;

   O welt sevel ur c’halvar koad,
Wit krusifia Doue ’r map. —

   Ar Werc’hes Vari, pa glewaz,
Ter-gwes d’ann douar a goezaz ;

   Ter-gwes d’ann douar eo koezet,
’R mal iaouank ’n euz hi goureet.

   — Pe c’hui a c’hoerz, pe c’hui ’ra goab,
Pe ’ra da Vari kalonad ? —


   — Me na c’hoerzann, me na ran goab,
N’ ran ket da Vari kalonad. —


III


   — Lavaret d’in-me, c’hui Pilat,
Pini ann tri-z-hont eo ma mab ? —

   — ’Nn hini ’zo ’rok gant ’r groaz vrasa,
Bigno d’ar menez da genta,

   A zo komerret ’neizour-noz,
Gant golo-sklezr, leterniou-kloz.

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   — Kasset ar vroeg-se al lec’h-se,
Kreski ma foaniou ’ra d’in-me. —

   — Perag’ lares groeg euz da vamm ?
Krenv eo ma c’halon pa na rann !

   Krenv eo ma c’halon pa na rann,
Klewet m’ mab’ laret groeg d’he vamm !

   Diskennet ma mab, euz ar groaz,
’Wit m’hen maillurinn ur wes c’hoaz.

   — Deut ama d’in ur mouchouer,
Ma torchinn ma goad, a diver.

   Dalet, ma mamm, ar mouchouer
Eman en-han goad ar Zalwer ;

   Ha na et ket d’ar stang gant-han,
Rag goad hon Zalwer ’zo en-han ;

   Eman en-han ar vadeziant,
Ann nouenn hag ar zakramant ;

   Rag eman en-han ann nouenn,
Prest da reï d’ann nep hi goulenn !


IV


   P’ oa ’nn ter Vari ’vont gant ann hent,
Hi o rankontr ur plac’h-iaouank.

   — Dalet, plac’h-iaouank, ’r mouchouer,
Eman en-han goad hon Zalwer ;

   Eman en-han ar vadeziant,
Ann nouenn hag ar zakramant ;

   Eman en-han sur ann nouenn,
Prest da reï d’ann nep hi goulenn ;

   Ha na it ket d’ar stang gant-han,
Rag goad hon Zalwer ’zo en-han. —


V


   Ar plac’h-iaouank n’ deuz ket sentet,
(Kalz a re-all na reont ket),

   D’ar stang gant-han hi a zo et,
Ar stang gant-hi ’zo dizec’het ;

   Ar stang gant-hi ’zo dizec’het,
Hon Zalwer ’zo apariset ;

   Hon Zalwer a aparisaz,
’R mouchouer digant-hi ’lemaz :

   — Dama, plac’h iaouank, ’r mouchouer
Aman en-han goad ho Salwer :

   Pa oa ’r mouchouer d’ac’h roët,
Dor ’nn ifern ’dan-oc’h ’poa serret ;

   Dor ’nn ifern ’dan-oc’h ’poa serret,
Dor ’r baradoz uz d’ac’h digorret :

   P’eo ’r mouchouer digant-oc’h lemet,
Dor ’nn ifern ’dann ho treid ’zo digorret ;

   Dor ’nn ifern ’dann ho treid ’zo digorret,
’R baradoz uz d’ho penn serret !

   Adieu, plac’h iaouank, kenavo,
Joa ar baradoz, pe war-dro ! —


Kanet gant Mari Audern, eus bourk Plunet. — 1867.


──────────