Ann tiègez mad
Bars ar gêric, traon ar mene,
Laverdura dondenno !
Ema ma douz, ma c’harante,
Laverduron, diron don don, la verdura dondenno !
Me ielo d’hi gwelet fete,
Met ma c’halonic a vancfe.
— Demad d’ac’h-c’hui, minorès kez,
Setu me deut d’ober al lez ;
D’ober al lez ha d’ho coulenn
Da veza war-n-on gwir berc’henn.
— Petra a rafac’h ganin-me,
Ha me n’am eus ket a leve ?
N’am eus na ti, nevez na coz,
Na goûd pelec’h monet en noz [1].
— N’ê ket balamour d’al leve
A teuan d’ho cuelet bemde ;
Met abalamour ma ’z oc’h coant,
Ha ma plijet d’am zantimant.
Gwelloc’h eo carante ’tre daou,
’Wit na eo mado leiz ar c’hraou.
Gwell eo carante, leiz ann dorn,
’Wit na eo mado leiz ar forn.
Mado a deu, mado hec’h a,
Carante nepred na guita.
Me n’estiman man eun oac’h tiec,
Mar na sav kent ewit he wreg ;
Sevel diou, ter heur, ’rog ann de
Lezel he wreg en he guele ;
Lezel he vroeg en he guele,
Ken ’ve ann heaul en bec ar gwez :
Ha mar n’ ve poent zevel neuze,
Ken ’vo ar iod war ann trebe.
N’estiman mann eun tiégès,
Mar n’ ve en-han daouzec buc’h-lès;
Mar n’ ve en-han daouzec buc’h-lès,
Matès vihan d’ho c’hass e-mès ;
Matès vlhan d’ho c’hass e-mès,
Ha d’ober caoulet gant al lès ;
Eur paotric saoud, coant, dilicad,
Da zicour cass ha da gerc’had ;
Ann oac’h oc’h eva boutaillad,
Ar wreg er gêr, ’c’h ober cher-vad;
Ar wreg er gêr, ’c’h ober cher-vad,
Setu eno ’n tiegès mad.
Canet gant Marivon ar Maillot, deuz
Plouguiel. — 25 décembre 1868.
- ↑ Var.: Na guele, da gousket, en noz.