Sonic cuzullo da dimi

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Sonig Kuzuilho da dimi.

Emile Bouillon, 1890  (Levrenn II, p. 8)



SONIC CUZULLO DA DIMI
____


   Tostaët, tud iaouanc, tostaët, me ho ped,
Ha me disclerio d’ac’h en pe stad a vewet.

   C’hui n’oc’h met trahisserrien, gaoudisserrien merc’hed,
Lâret a ret ho c’haret, coulzgoude na ret ket.

   Na pa ve eun den iaouanc o comz euz he dous coant,
He doc war gostez he benn, dirazhi o parlant ;

   He doc war gostez he benn, o parlant dirazhi,
Mar gall cât he amitie, ober rei goap anezhi.

   Lakit-ewez, ma dousic, evidoc’h beza coant,
Arrife ’n amour Cupidon, ’zo ’n amour puissant ;

   E c’honefe ho calon, eneb d’ho polonte vad;
Piou bennac ho car fidel, na ret ket out-han goap.

   Caret heb bea caret ’zo criz ha dinatur,
Dont a rer da goll amzer ha caout displijadur.

   M’ho ped, tado ha mammo, pere ’vag bugale,
’N han’ Doue n’ho dimêt ket d’ann neb ’n blijo ket d’hê,

   Pe cometfet eur pec’hed, ar brasa ’zo er bed,
Lacad daou en eur guele ha na en garont ket.

   M’ho pije lezet ho merc’h da vont ’n he fantazi,
Dije bet eun den iaouanc ’vije joaüs ’velt-hi;

   Ha brema ’c’h eus-hi roët, hac hi n’ ket contant:
Gwell’ ê carantez fidel eget aour hac arc’hant.


Plouaret. — 1870.


_______________