Annaik
D. Derrien, 1902
Skrid a-bezh



Per PRONOST
Euz TREFLEZ
————
I
ANNAIK



II
Lili ha Roz-Gouez
————

Bevet ar GONIDEC !
Reizer ar Brezounek ;
Dalc’homp, a wir galoun,
Euz TROUDE ar zonjezoun.

————
BREST
E ti D. DERRIEN, Levrer
85 - Ru Siam - 85

Per PRONOST
Euz TREFLEZ
————
I
ANNAIK



II
Lili ha Roz-Gouez
————

Bevet Ar Gonidec !
Reizer ar Brezounek ;
Dalc’homp, a wir galoun,
Euz Troude ar zonjezoun.

————
BREST
P. GADREAU, MOULER-LEVRER
1902
KINNIG


————


Al levr-ma a ginnigann d’am zad, d’am breudeur ha d’am c’hoarezed ; re zivezad ounn, siouaz ! d’her c’hinnig d’am mamm ger pehini hor gortoz holl er Baradoz.

Her c’hinnig a rann, oc’hpenn, d’ann Aotrou A. LE STUM en deuz bet ar vadelez da rei d’in ann dourn evit skriva ann toniou a zo enn-han, ha d’ann Aotrounez F. VALLÉE (ar barz Abherve), F. JAFFRENNOU (ar barz Taldir) pere a zifenn ken nerzuz hor iez, enn eur mare ma klasker, dre bep ardou, he digrisienna euz Breiz-Izel.


Per PRONOST.


————
KENVROIZ KER EUZ LEON
————


Poent braz eo d’ar Vretouned a fell d’ezho e chomfe ho iez beo, enebi ouz ar geriou divrezounek a deu, nebeud-a-nebeud, d’en em ruza enn hor iez, en eur vouga ar gwir vrezounek.

Daoust ha ne glevit ket bemdez, enn dro d’e-hoc’h, geriou evel ar re-ma : parlant — kaozeal — james — poussier — kontantamant — vizach — sertenamant — koler — joa — uzach — possubl — komprenn ?...

Nag a bed kant ger evel-se a c’hallfenn da lakaat dirag ho taoulagad !

Geriou brezounek gwirion hon euz, eb kaout ezomm euz ar geriou nevez-se, ha labour fall a reont ar skrivagnerien ho laka enn ho skridou, war digarez eo deuet ar c'hiz da gomz evel-se.

Dre ar c’hazetennou, al levrou, ar gwerziou, ar zouniou, eo e teuimp a-benn da zigas a-nevez ar c’hiz euz ar gwir vrezounek.

Skrivagnerien, roomp eta ann dourn ann eil d’egile evid enebi ouz ann enebour.

D'ar barz eo da zigeri ann hent.

Med n’eo ket a-walc’h lezel a-ziaskren ar geriou divroad gwisket e brezounek, oc’h eunn enebour all ar barz a dle c’hoaz herzel.

Ral e kaver eur barzonek eaz a-walc’h da lenn ha da glevet, rag kazi e pep leac’h e weler vogadel oc’h vogadel (hiatus) pe eunn hanter re a c’heriou mac’hagnet dre ar virgulen huel (apostrophe).

Klasket em euz el levrik-ma enebi gwella ma c’hallen ouz ann daou enebour braz-se d’hor iez ; plijet gant Doue e teui kement barz iaouank da ober ato gwelloc’h-gwella, evit brasa mad ann teod hag ar skouarn ha, dreist holl, evit diskouez n’eo ket ar brezounek ken rust ha ma hen lavar kalz a dud, dre c’hwarisi avad, peur-liesa.


Per PRONOST.


————


I
ANNAIK

ANNAIK
————

Ar bokejou glasa, digor er prajou braz,
N’ho deuz ket al liou kaer euz he daoulagad glaz ;
Ne weler ket gwiniz, enn anv, e nep tachenn,
Alaouret, stang hag hirr, evel he bleo melen ;
Iskiz [1] ha dudiuz eo kan ann alc’houedez,
Kalz dudiusoc’h c’hoaz eo mouez va mignounez.


SOUN
————


E-kichenn eur menez
Ez euz eul lojennik ;
E-touez he bodad gwez,
Pegement eo koantik !
Nag a bed gweach, enn deiz
Evit mont beteg hi,
Me gemer ann hent striz
A ia da zor ann ti.


DISKAN


Evit gounit kaloun
Va Dousik koant ha ker,
riou zesko d’in eur zoun
Dudiuz ha tener ?

Hogen me jom ato,
Adre d’ar c’harz, kuzet,
Ha dont a rann enn dro,
Heb beza bet gwelet ;
Petra ra d’in eta
Ken aliez koll amzer ?
Perag huanada,
Heb lavaret eur ger ?


Siouaz ! el lojennik
Ema va c’harantez,
Hag ar gaera plac’hik
Em euz gwelet em buez ;
Hag a-greiz va c’haloun
Ken gwirion he c’harann,
Ma choumann mud, gand aoun
Ne lavarfe d’in : nan !


————

DEUZ
————

Deuz, ar meziou zo kaer evel evid eur goel,
Al laboused, oc’hpenn, n’ehanont das kervel,
Adaleg ar mintin, da vont enn ho c’hoajou
Evit meski da vouez gand ho c’hanaouennou.
Deuz, rag enn eur huvreal, euruz ni ielo
A-hed ar wenodenn, e-skeud ar gwez dero.
Ann amzer a zo klouar hag a-boan ann deliou,
Gand ann avelik sioul, a gren oc’h ho skourrou ;
E ieot ar prad ar bleun a zo digor brema
Hag ann dour-red a ruill, enn eur huanada ;
Dindan eunn heol skeduz e lugern ar mor braz
Hag a-boan ma klever trouz ann houl war ann treaz.
Evid-omp en deuz Doue great ann nevez-amzer,
Evid-omp ann Env glaz hag ar meziou ken kaer,
Digemeromp eta laouen he denzoriou
Ha lezomp da dridal, meurbed, hor c’halounou.
Deuz, va muia karet, deuz oc’h breac’h da vignoun,
Deomp el leac’h ma kari lakat da zonjezoun,
Me fell d’in war da dal, e giz eur gurunenn,
Koulma bokejou glaz e-touez da vleo melen.


————

SOUN
————
War ton : La brise est douce et parfumée
(dans Mireille)


Annaik, du-hont, gwel ann oanigou,
Er ieot tener leun a vokejou,
O taoulammet er prajou glaz ;
Derveziou kaer ann nevez-amzer
A zistro c’hoaz,
Ha kan al laboused a glever
Er c’hoajou braz.

Koantik e c’hoarzont ar bokejou
Digor-braz a-zindan ann Envou
Digoc’henn, lugernuz ha glaz ;
Gand eur vouez skiltr ar grilled a gan
Ho zoun ken freaz,
Enn eur redet e-touez ar balan,
El lannou braz.

Daoust ha ni, gwir vugaligou Doue,
Ne c’hallomp ket ivez beza gae,
Pa’z eo pep tra laouen er meaz ?
Breac’h oc’h breac’h deomp eta, laouen-holl,
Er c’hoajou braz,
Evid en em garet e disheol
Eur vodenn glaz.


En em garomp mad, rag er bed-ma,
Daoust ha n’eo ket hon amzer gaera
Pa n’hon euz nemet c’houezek vloaz ?
Bezomp, holl e levenez, hirio,
Gand aoun, siouaz !
Ne deufe falc’h trubard ar maro
D’hon skei, warc’hoaz.


————

WAR VOR
————


Gwel ar mor o lintri
Dindan eunn heol skeduz ;
Em bag skanv e vezi,
Annaik, ken euruz !
N’ez euz ket enn envou
Ann distera koabrenn,
Heb aoun’ta deomp, hon daou,
Vit ma kaninn laouen :


DISKAN


Va bag, dalc’h eunn dervez
Da wel gwenn digor,
Ha lusk va mignounez
War mor ann Arvor.

Lezomp ann teodou fall
Da gomz, ervez ho giz ;
Hor gredenn hon diwall,
Kemeromp hor frankiz ;
Gant ma vimp, dirag Doue,
Direbech da-viken,
E c’hallomp beza gae,
Hag e kaninn laouen :


O ! lez war da c’hened
Da bara va zellou,
Ken a deuint ar stered,
D’ar pardaez, enn envou,
Gand aoun n’em befe ket
Dervez all ebet ken,
Er bed-ma, das karet,
Ha da gana laouen :


————

ANN TEODOU FALL
————

Ann teodou fall ho deuz great ho labour heuzuz ;
Annaik, ne c’hallimp muii, siouaz ! en em welet ;
O ! na perag ar fall, o tra ken sebezuz !
Kentoc’h eged ar mad, a vez ato kredet ?

Ne c’hallinn klevet mui da vouez ken dudiuz !
Lenn enn da zaoulagad a werc’hez, ar glanded ;
Hivizikenn me dle, dilezet hag e-kuz,
Gouzanv sioulik ar boan great d’am c’haloun rannet.

Med ann dud kriz a c’hall euz va gwall-eur c’hoarzin
Euz ar mintin d’ann noz, euz ann noz d’ar mintin,
Gand ho zaoliou trubard, kreski c’hoaz va gouli ;

Gant ma gouezinn ez oud euruz vel eunn El,
Gant ma vo da galir, ato, leun-holl a vel,
E c’haller, eb ehan, skuilla vestl, em hini.


————

HANTER-NOZ
————

Hanter-noz zo sounet enn hon Iliz-parrez ;
Er meziou sioul al loar a skuill he sklerijenn :
Daoust ha sioulik ivez e kousk va mignounez ?
Euz va frenestr me wel, er sklerder, he lojenn.

Evid-oun-me, siouaz ! gwasket gand ann enkrez,
Ne c’hallann ket mori, kement em euz terchenn !
P’eo gwir enn hor c’henver he c’herent zo didruez,
Evit skriva d’ezhi ma kemerfenn va fluenn ?

O ! nan, rag pa zonjann eo rannet he c’haloun
Gand hon disparti griz, e krenann, em euz aoun
Da greski c’hoaz he foan, o tiskuill va glac’har.

Enn da lojenn, Annaik, kousk sioulik hed ann noz ;
Diskennit euz ann Env, Elez ar Baradoz,
D’astenn ho tiouaskel war El dinam ann douar.


————

EGILE
————

Gouzout a rann brema perag va c’harantez,
Ken gwirion koulskoude, n’eo ket bet selaouet ;
Enn hon amzer ken fall, heb ar binvidigez,
Ar galoun denera n’eo ket anavezet.

Enn despet das klac’har, Annaik, va mignounez,
Da gerent a ra fae war da vuia karet ;
Pa gavont eur penn-her, gant kement a zanvez !
Daoust hag euz da galoun ar vouez te dle klevet ?

Heb fazi, ma welann e c’halli koulskoude,
Heb ranna da galoun, kemeret ar pried-se,
Vit das lezel e peoc’h, diouz-id me gimiado

Med penaoz e c’hallinn, med penaoz e c’halli
Beva c’hoaz er bed-ma, war-lerc’h hon disparti ?
Evid-omp, a gredann, ve gwelloc’h ar maro.


————

MERZEREZ
————

He c’herent a vezo kastizet eb dale
Da veza bet, siouaz ! ken kriz enn he c’henver ;
Annaik a goll bemdez he iec’hed abaoue,
Ha n’ho devezo ket danvez-braz ar penn-her.

N’he deuz ket dizentet ; med he c’haloun dener
A zo bet ken rannet, ma ne bareo morse
Bikenn evid arc’hant ar galoun ne werzer,
Pa vez ar garantez grisiennet enn ene.

O ! perag hon euz bet en em welet eunn deiz
En em garet kement ? perag hon euz bet feiz
Er blanedenn fallakr, e levenez ann douar ?

Evit-hi me c’houlenn, o va Doue ! trugarez ;
Ro d’am muia karet iec’hed vit chom e buez,
Ha gra d’in-me mervel, enn he leac’h, er glac’har.


————

ANKEN
————

Klasket he deuz hirio kuzet he foan ouz-in ;
N’ounn ket bet faziet ; a-boan he muzellou,
Epad ma tivizemp, a c’halle mousc’hoarzin,
Evel pep tra gwevet ho doa kollet ho liou.

Evel bokejou roz, digor diouz ar mintin,
Ken flamm c’hoaz gand ar gliz kouezet euz ann Envou,
He divoc’h a ioa ruz, hirio me gave d’in
Ho gwelet dislivet, vel krinet gand ar riou.

He daoulagad ivez, araok, ken sklear, ken glaz
Dindan ar sklerijenn, pa zigorent ken braz !
A ioa kalz tevaloc’h, hanter zigor ebken.

Evel-se, pa zounaz heur griz ann disparti,
Va c’haloun baour, siouaz ! o kimidia diout-hi,
A flastraz, enn eunn taol, dindan pouez ann anken.


————

HE MARO ZANTEL
————


Nozvez skrijuz-meurbed ma weliz o vervel
Va Dous muia karet,
Evel eur gwall huvre, da zonj a jomo pell
Em c’haloun, grisiennet.

Enn despet d’ann holl boan a gemere noz-deiz
Eur medisin dispar,
Evit gallout herzel oc’h ar c’hlenved direiz
Ha n’en deuz ket he bar,

Ar pas a iea war gresk ; ar glanvourez, siouaz !
Gand he foan a glemme,
Ha me ioa vel spountet, beuzet em glac’har vraz,
E-c’harz troad he gwele.

Kerkent, er berr-halan, eur griadenn mouget
Da rei d’in ann enkrez,
Ha me da dostaat ar goulou, vit gwelet
Hag hi ioa c’hoaz e buez.

He dremm a ioa gwenn-kann ; ar c’houezenn a ruille
Diouz he zal ivez gwenn :
Kerent ha mignouned da zaoulina neuze,
Vid ober ar bedenn.

Med evel pa vijenn, enn eunn taol, kouezet dall
Kentoc’h eget soubla
Me da vont e-kounnar ; c’hoant em oa da grial
Kement ha da ouela.

Euz va gwall-eur, siouaz ! e welenn ar vrazder
Hag ann devalijenn,
Rag euz va iaouankiz kement huvreou kaer
A nije da-viken.

Koll a reann hep fisians, pa deuaz, enn eur mare
He zerchenn da vouga ;
Araok eur barr-amzer e weler, evel-se,
Amzer zioul da genta.


Kerkent, enn eur daoler he daoulagad war-n-oun
E lavaraz gant feiz ;
« War-laez, er Baradoz, em euz fisians, mignoun,
D’en em welet eunn deiz ! »

Neuze me deuaz mezuz da veza selaouet
Ar vouez euz ar gounnar ;
Heb ar Relijion e sonjiz n’ez euz ket
Netra vad war ann douar.

Dihunet oa va feiz ; hag euz he japeled
Me da ziskouez ar groaz
Da behini neuze, gant karantez-meurbed,
Pell amzer e pokaz.

Enn eur zellet ouz-in, hag ouz kroaz ar Zalver,
E varvaz goustadik,
Laouen vel pa vije kousket ebken, seder,
Evel eur bugelik.

He japeledik ker, gand he groaz benniget,
A zo chomet gan-en ;
Ra c’hallinn, evel-d-hi, diouz Satan diwallet,
Mervel e gwir gristen.


————

WAR ANN AOT
————

Eunn nozvez euz here war ann aot oamp azezet,
Ann noz a ioa sioul-braz hag ann env eb koabrenn,
Ann houl a ioa didrouz, al loar, e-kreiz ar stered,
A lintre dreist hor penn.

He dournik gwenn em dourn, hag he zal koant oc’h va skoaz,
E chomaz eur pennad heb lavaret eur ger ;
Evel-d-hi me ioa sioul, dirag eur galloud ken braz
Hag eunn ober ken kaer.

Sonjal a reamp, mantret, pegement evid ann den
Ann Doue ken gallouduz en deuz bet madelez,
Da rei d’ezhan ene, da rei d’ezhan eul lodenn
Euz he c’hwerc’hted ivez.

Sorijal a reamp, oc’h penn, ne c’haller ket er bed-ma
Kaout eur galoun dinam evel ar vugale.
Ma n’eo ket grisiennet ar feiz enn den, da genta,
Hag ann doujans e Doue.

Evel-se ni zalc’haz, bepred, distag hor c’haloun
Diouz kement tech hudur a c’han euz ar ioulou,
En em garet a reamp, heb nec’hamant hag heb aoun
Vel elez enn Envou.

Euz kement sonjezoun a jom euz va iaouankiz,
Te, nozvez kaer ha gwerc’h, a garann ar muia,
Enn eur zonjal enn-oud, e teu va c’halouu em c’hreiz
Da dridai c’hoaz brema.


————

EUNN ABARDAEZ A VIZ MAE
————


Ann abardaez a ioa sioul ha kaer, e miz mae ;
Sonj em euz hirio c’hoaz : ne c’halle ket bale
E ieot berr ann tevenn, enn despet d’ar skoazel
A roe d’ezhi va breac’h, evit gallout herzel.
Heb en em gaout enn aot e rankaz azeza ;
Oc’h sklerijenn al loar, dreist ar mor o para,
E weliz war he dremm, vel liou gwenn ar maro,
He dournik, gwenn ivez, em dourn oa tomm bero,
Euz he daoulagad oa ken truezuz ar zellou,
Ma kave d’in gwelet, a-dreuz da va daelou,
El ann dristidigez, a-boan deuet barz er bed,
O sellet ouz eur bez digor enn eur vered !
Evel diou steredenn he daoulagad oa sklear,
Kement e lugernent oc’h sklerijenn al loar ;
He dremm, enn despet m’oa, gand ar c’hlenved, kastiz,
En doa c’hoaz dalc’het holl gened ar iaouankiz ;
Hi ioa kaer evel-se, med he gened, siouaz !
A roe d’am c’haloun baour eunn anken brasoc’h c’hoaz,
Enn eur zonjal ez eann da goll eunn tenzor ker,
Eur plac’h a zoujans Doue, ken koant ha m’oa tener.
Ouz ar gwall-eur neuze me glaskaz enebi ;
Astenn a riz va breac’h, evit diskouez d’ezhi
Ar reier huel, ar mor enn nozvez-ze ken kann
Gant sklerijenn al loar heb koabr, hag enn he c’hann.
Euz ann amzer da zont me gredaz komz d’ezhi :
Brema, p’oamp deuet enn oad, e c’hallchemp dimezi....
Med, gand eur vouez klemmuz, hi da respount neuze :
« O ! petra, va mignoun, a lavarez a-ze !
« Gwel ar maro, siouaz ! zo war va daoulagad,
« Ha me ken iaouank c’hoaz ! na pebez kalounad !
« Ha gouzout e rankinn, war va lerc’h das lezel,
« Da galoun baour gouliet vel gand eunn taol kountel !
« Med dalc’h sonj, va mignoun, n’omp ket great vid ann douar,
« Ar bed-ma n’eo nemed eunn draonienn a c’hlac’har,
« Na losk ket a valloz p’em c’hasi d’ar vered,

« Ped ebken, ro da Zoue da galoun, das spered,
« Me vo gan-ez ato, rag euz ar Baradoz
« Ene da vignounez das frealzo deiz ha noz. »
D’ar c’homzou-ze, kerkent, koantik evel eunn El,
Etrezeg ar stered hi da daoler eur zell.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Abaoue, d’ar pardaez, pa’z ann e ribl ar mor,
E kav d’in he gwelet, he daoulagad digor,
O sellet gant fisians etrezeg ann Envou ;
E mouez ann avelik e klevann a-wechou
Eur c’han ken dudiuz ha kan ar Baradoz,
Ha mouez va c’harantez oc’h va gervel enn noz.


————

HE BOKED DIVEZA
————


O c’houzout n’he doa ket da veva pell amzer,
Ennn dervez euz ebrel, va mignounez ken ker,
Gand eur vouez izelik a gomzaz evel-hen :
« Mignoun, gwel pegement ann heol a zo laouen,
« Eur weach c’hoaz me garfe mont a-dreuz ar meziou,
« Evit gallout gwelloc’h sellet ouz ann Envou ;
« Heol ann nevez-amzer d’am c’haloun zo ken c’houek ! »
Hag heb diviz muioc’h, hi, da ouela dourek.
Mont a rajemp enn hent, ha ni da gemeret
Ar wenodenn kuzet he deuz ato karet,
Rag enn nevez-amzer oa leun a vokejou,
Leun a freskadurez hag a ganaouennou.
Kement tra ioa chomet henvel oc’h warlene,
Henvel al letonenn, henvel ar gwez er c’hae.
Mont a reamp goustadik, rag kazi bep kammed,
Gand eur zell hirr ha lemm, ec’h ehane bepred
Dirag kement bodenn, dirag kement gwezenn ;
Med evel pa vije deuet kerkent enn he fenn
Eur zonjezoun-bennag hag a ioa gwall grevuz,
Evit klask he dalc’her gwelloc’h ouz-in e-kuz,
E lavaraz : « pignomp eunn nebeud er menez
« Euz al leac’h ma welimp, gant laouenidigez,
« Ar gwenodennou sioul hon euz darempredet,
« El leac’h m’hon euz touet ato d’en em garet,
« Evit ma welimp c’hoaz, ken skeduz ha ken koant,
« Ster klemmuz ann draonienn o lintra vel arc’hant. »
O ! nag he divije karet, ar baourez klanv,
Kaout neuze diouaskel, vel ar gwenneli skanv,
Vit gwelet, enn eunn taol, ann holl meziou-ze c’hoaz
Pere, d’ann deiz var-lerc’h, ne welfe mui siouaz !
O ! nag he divije karet en defe Doue
Roet ugent vloaz hirrder, evit-hi, d’ann deiz-se !
Med ann derveziou kaer a zo re verr ato,
Ann heol a ziskenne, poent oa dont enn distro ;
He c’haloun rannet-holl, beuzet enn he daelou,
E lavaraz neuze kenavo d’ar meziou.

Biskoaz, epad va buez, n’em euz bet em c’haloun
Kement a nec’hamant, kement e teue d’in aoun
Da zonjal er gwall-eur a ioa, vel eur c’hleze,
A-istribill enn ear, dreist-omp, er mare-ze,
A-hed ar wenodenn e teujemp war hor c’hiz ;
Neuze me zastumaz, e-touez ar ieot livriz,
Bokejou gwenn ann anv pere war ziminal
He c’hamprik a werc’hez a lugerne gwech’all,
Bokejou gwenn pere lugerne war he bez,
Bep bloaz da viz ebrel, epad ma vinn e buez.
Na kaera bokejou ! kann enn he dournik gwenn !
Med lenn a reaz enn-ho, m’oar vad, he flanedenn,
Eur pok a roaz d’ezho, vel pa dlefent beza,
Euz a-berz he mignoun, ar boked diveza !
Eur podik koant, gant dour, ho dalc’haz pell amzer
Enn he c’hampr, gwenn ha fresk, ken livriz ha ken kaer,
Beteg ar mare kriz ma rankaz ho mestrez
Kimiada diouz ann douar vit palez ann Elez.
Neuze pa n’ho doa mui dourn ebet d’ho c’hempenn,
E teujent, truezuz-holl, da blega sioul ho tenn,
Hag evel ho mestrez, ar bokejou, d’ho zro,
A gouezaz, gwevet-holl gand halan ar maro.
Pep tra zo tremenet : bokejou, mignounez !
Abaoue, war ann douar e vevann enn enkrez ;
Med chom a ra gan-en eur mignoun mad, ar feiz,
Pehini ro fisians d’in d’he gwelet eunn deiz.


————

HE HANO
————


Va Dous muia karet, va c’henta karantez,
Oa ganet, evel-d-oun, war ar meaz, e Breiz-Izel ;
Enn hon diou lojennik n’oa nemet paourentez,
Med ne glaskemp nemet frankiz vid hon diouaskel
Ha laouenidigez.

Pa vije deuet Annaik er streat gand he denved,
E lavaret dostu : Per n’eo ket pell ac’hano ;
Rag ato, war he lerc’h, me boulze va loened,
Ha bemdez, da guz-heol, ar mare vid ann distro,
Me iea d’he darempred.

Nag a bed huvre kaer a reamp epad ann deiz !
Pa vijemp deuet enn oad, ni deufe da zimezi ;
Hag hor c’haloun kerkent da lammet enn hor c’hreiz,
Enn eur zonjal : pa vez kalz a garantez enn ti,
Eur pinvidik a-leiz.

Eur zulvez, enn eur c’hoat, e kroc’henn eur wezenn
Em oa skrivet doun-braz hano va muia karet ;
Sonjal a reann : eunn deiz, Annaik, enn eur dremen,
A welo, goude lenn ann hano gan-en skrivet,
Pegement he c’harenn !

Siouaz ! Annaik a ioa re gaer vid ar bed-ma ;
Er baradoz he deuz eur gurunenn a werc’hez ;
Med va c’halonn rannet, aliez, enn eur ouela,
Evit lenn er wezenn hano kaer va c’harantez,
D’ar c’hoat ez ann brema.


————

AMZER DREMENET
————


Amzer gaer euz va iaouankiz,
Ne zistroi mui’ta war da giz ?
Er glac’har da-viken
Pebez anken !

Gwech’all, gant va muia karet,
Me blije d’in kement ar bed !
Karet reann ar c’hoabr glaz
Hag ar mor braz.

Hon daou, pa redemp er c’hoajou,
Enn eur gana souniou, gwerziou,
Ne zonjemp ket kredi
Enn disparti.

Hogen ann trubard, ar Maro,
Adre-kein gand he falc’h a sko ;
Ar re wella, siouaz !
Aliez a laz.

Skoet en deuz, e-kreiz he gened,
Heb damant, va muia karet ;
Perag ounn-me chomet
Heb beza skoet ?

Gwell eo gan-en diskenn er bez,
Pa n’em euz mui nep karantez
Rag va Dous em gortoz
Er Baradoz.


————

TRISTIDIGEZ
————


Abardaeziou ken kaer a wech’all, d’ar zuliou,
Pa’z eamp, enn eur huvreal, a-dreuz ar prajou glaz,
Er gwenodennou sioul hag e-kreiz ar c’hoajou,
Enn eur zonjal enn-hoc’h va glac’har a zo braz.

Dre druez, en em guzit dira-z-oun, bokejou,
Rag ar gwel ac’hanoc’h ebken, brema, va glaz,
Lugernit vid ann nep ne skuill ket a zaelou,
Va lezit da ouela va mignounez, siouaz !

Heol skeduz, en em guz a-zindan eur goabrenn,
Grilled ha laboused lezit ho kanaouenn,
P’em gweloc’h o tremen, va c’haloun rannet holl.

E leac’h eunn amzer gaer, e leac’h al levenez,
D’am spered, d’am c’haloun leun a dristidigez
E plij eunn amzer du gand eunn avel diroll.


————

AR GWIR VRO
————


Ebarz er palez kaer el leac’h m’ema brema
Ene va mignounez euruz da-viken,
Na me garfe gallout tanva, da vihana,
Euz he levenez braz eul lodennik ebken !

Med, siouaz ! kaer em euz en em glemm ha gouela,
Chadennet e chomann e prizoun-kik ann den,
Heb gallout d’am ene, skuiz gant buez ar bed-ma,
Digeri braz ann or a gas d’ar sklerijenn.

O ! perak ne deu ket ann dervez-se kentoc’h,
Dervez kaer ar maro, da zigas d’in ar peoc’h
Hag ann euruzted, e bro va c’harantez ?

E bed ar verzerien, ia, paour keaz emzivad,
Te gollo da-viken anken ha kalounad,
Das klac’har a vezo distroet e levenez.


————

DILEZET
————


O ! na pebez anken ! pebez merzerenti !
Tostaat ra miz mae, kement tra zo laouen,
Hag e-kreiz ar gwall-eur, sonjal ne c’hallinn mui
Kana war va delenn !

Gouzout e red, ken tomm, goad iaouank em gwazied,
Eo va c’haloun dener, ken troet d’ar garantez,
Ha rankout, enkrezet, gwelet ebarz er bed
Kement a levenez !

Anaout ar blijadur, taoler eur zell c’hoantuz
War ann nep a dremen euruz em c’hichenn,
Ha n’euz fors e pe leac’h rankout dalc’her, e-kuz,
Va glac’har oc’h pep den !

E pep leac’h, hag ato, gand ann holl dilezet,
Heb eur ger, heb eunn dourn da rei d’in eur berad
Luz ar gwir garantez heb pehini, bepred,
Em bezo kalounad !

Evel gand ann derchenn em empenn ez euz tan,
Ar c’houezenn euz va zal a gouez a veradou,
Eaz e kavann harpa va fenn paour oc’h eur mean,
A bep tu d’ann hentchou.

O ! ma n’em befe ket, Jezuz, aze da groaz,
Pa welann enn dro d’in mignouned ken didruez,
Daoust ha me, lavar d’in, a c’hallfe kaout, siouaz !
Kaloun da jom e buez ?


————

D’HE ENE
————


Al laboused ho deuz achuet ho c’hanaouenn,
Kousket int enn neiziou ;
Ar pardaez a zo klouar, kaer eo mont da bourmenn,
Eur pennad, er meziou.

Med pardaez ar zul-ma n’eo ket henvel, siouaz !
Oc’h ar re warlene,
Rag ann dristidigez a ziskenn gwasoc’h-gwaz,
Em c’haloun, em Ene.

O te va mignounez, pehini gouie karet
Evel eur bugelik.
Vit frealzi da vignoun, perag ne c’hallfez ket
Diskenn eur pennadik ?

Vit lavaret d’in peur e tilezinn ann douar,
Evid eur bed gwelloc’h ?
Rag bikenn, a welann, em draonienn a c’hlac’har
Ne c’hallinn kaout ar peoc’h.

O ! perag euz ann Env ne deuez ket, enn noz-ma,
Da derri va jadenn ?
War diouaskel eunn El, gan-ez, enn eur gana,
Euruz e iafenn !


————

VA UNAN
————


Derveziou kaer ann anv, evel gwech’all adarre,
A laka levenez er galoun, er meziou,
Ha koulskoude, siouaz ! me ranko, da bep beure,
Ato skuilla daelou.

Rag n’he gwelinn ket mui, prim ha gae vel eul labous,
O vont e-kreiz ann heol, a-dreuz ar ieot tener ;
E kornik ar vered eo kousket brema, didrouz,
Va mignounez ken ker !

Ne c’hallinn mui brema tanva plijadur ebet,
Kaloun ha daoulagad zo maro vid ann douar ;
Mont a rann d’ar vered, evel eunn den dilezet,
Da guzat va glac’har.

Ia, mont a rann aliez war he bez da zaoulina,
Abalamour n’eus ket enn dro d’in eur mignoun
Hag a deufe, dre druez, eur mare da vihana,
Da frealzi va c’haloun.

Rat e sonjer, siouaz ! pa vezer el levenez,
E gwall-eur ann dud all, enn ho foaniou skrijuz ;
Mignouned, koulskoude ra vezo c’houek-holl ho puez,
Ra vezoc’h euruz.


————

D’ANN DUD HEB KREDENN
————


C’houi pere n’ehanit, e pep leac’h, da grial
Ne vezo ket eunn deiz, evid-omp, eur vuez all,
Ma n’euz ket vid ann den na Krouer nag Ene,
Er gwall-eur petra ve da gredi ta neuze ?
Evel-d-oun m’ho pije, war hent kriz ar vered,
Heuliet ho mignounez skoet e-kreiz he gened,
Ha ma n’ho pije ket kavet ebken unan
Evit kemeret perz, eunn nebeud, enn ho poan,
A ! daoust ha c’houi neuze n’ho pije ket karet
Kaout eur gredenn-bennag vid ho kaloun rannet ?
Med komzomp gant frankiz hag heb mont e-kounnar :
Lakomp ne vijec’h ket bet biskoaz er glac’har ;
Daoust ha mad a rafec’h, e-kenver ho nesa,
O c’hoapaat ar feiz a ra d’ezhan beva,
Enn despet d’ar gwall-eur a deu, ken gwaz, d’hen skei,
Ma ne c’hoar mui, siouaz ! e pe leac’h en em drei ?
E leac’h ar gredenn-ze pehini ro d’ezhan
Eunn nebeudik kaloun vid herzel oc’h he boan,
Petra rofec’h, m’ar plij ? Ho prezegenn goullo ?
C’houi lavar eo pep tra kollet, eur weach maro :
Va mignounez ivez ! fisians ebet eta !
Gwelloc’h ’ta, pe kerkouls, ve mont d’en em grouga ?
Nan, nan, tud heb kredenn, pa vezer er glac’har,
Pa ne vez mui netra da c’hedal war ann douar,
N’eo ket digan-e-hoc’h eo mont da glask skoazel ;
Evit kaout nerz-kaloun er boan, beteg mervel,
Evit gallout gwelet va mignounez eunn deiz,
Me dle, vel eur c’hristen, dalc’her ato d’ar feiz.


————

ER VERED
————


E kornik ar vered, euz al leac’h ma weler
Ar mor oc’h ionenna tro-war-dr-o d’ar reier,
El leac’h ma par ann heol, adaleg ar beure,
War douar ar re varo,
Da c’hedal ar mare
Ma savint, enn eunn taol, euz a varo da veo,
E-skeud ar bokejou goloet holl a c’hwenan,
Er bez war behini n’euz ket laket eur mean,
Euz he c’housk diveza
E kousk va c’harantez,
Ar genta mignounez
Em euz bet er bed-ma.
Enn eur lenn war he c’hroaz
Eunn oad hag eunn hano,
Unan, ken berr, siouaz !
Hag egile, ken brao !
Va c’haloun baour a rann, rag anezhi, bepred,
Ar zonjezoun dener a deu barz em spered,
Ha biken ne varvo, keit ma c’hallinn dalc’her
Er bed-ma, gand ar vuez, eunn dra-bennag a ger.
Ia, keit ha ma vevinn, e welinn em c’hichenn,
E-tal aot ann Arvor, e ieot berr ann tevenn,
Va c’henta karantez da behini, siouaz !
E lavarenn neuze, p’oamp ken euruz c’hoaz :
« Ia, te vezo va fried, mignounez, bez heb aoun,
« Lak da zourn em hini, da dal war va c’haloun
« Ia, me dou dira-z-oud, dirag Krouer pep tra.

« Eo te, goude va Doue, va c’harantez vrasa. »
Hag hi, leun a fisians, a respounte neuze :
« Va mignoun, me das kred, pa’z po gwir dirag Doue
« E touez d’am c’haret, evel ma kar eur pried,
« Gand eur galoun ato distag diouz pep pec’hed,
« Gand eur galoun a dro d’ar mad, d’ar feiz ebken,
« E-kreiz al levenez vel e-kreiz ann anken. »
....................
Gwelit diou goulmik wenn, eunn dervez kaer a vae,
O c’hournijal enn ear, ken seder ha ken gae !
A-hed kement traonien, a-uz kement menez ;
Epad ma c’hournijont, e-kreiz al levenez,
Ne c’houzont ket ez euz eur chaser digaloun
Oc’h ho gedal, du-hont, e-kichenn eur c’hoat doun.
Heb dale trouz eunn tenn a glever enn ekleo ;
Ar barez zo tizet gant taol kriz ar maro ;
He c’halounik, siouaz ! gand ar ploum zo draillet,
Hag he lagad ken lemm, kerkent, a zo klozet ;
He gouzouk brema laosk, a-istribill he fenn,
He diouaskel ivez, euz aun Env e tiskenn
Evit koueza d’ann douar, beuzet-holl enn he goad,
He buez kaer, da-viken, eat enn eunn huanad.
Spountet-holl, he mignoun, er c’hoat a zo nijet,
Heb gouzout mui, siouaz ! pe leac’h en em guzet,
Hag enn noz e klever enn draonienn, er menez,
Klemmou truezuz ar par, o ouela d’he barez.
...................
Ni ioa ken eurus hon daou d’en em garet,
Da zonjal e vijemp, eunn dervez, dimezet,
Eur fisians vraz, oc’hpenn, hon oa da veva koz,

Ma kavemp ar bed-ma kaer vel eur Baradoz.
Ar gwez huel, er c’hoajou,
Goloet-holl a zeliou,
A-dreuz ieot ar prajou
Hirvoud ann dourigou,
Gant sklerijenn ann heol ann houlennou gwenn-kann,
Mouez al labous er c’harz ha kan ar grill el lann,
Enn eur ger, kement tra : kan, hirvoud, sklerijenn,
A frealze va c’haloun, ia, kement, ma rofenn
Kant vloaz buez, vel hou-ma, vid eur bloaz, vid eur miz
Da dremen c’hoaz gant-hi, vel enn hor iaouankiz
Setu perag, siouaz ! daoulinet war eur bez,
Evel ar goulmik wenn me ouel va c’harantez,
E kornik ar vered, euz al leac’h ma weler
Ar mor oc’h ionenna tro-war-dro d’ar reier,
El leac’h ma par ann heol, adaleg ar beure,
War douar ar re varo,
Da c’hedal ar mare
Ma savint, enn eunn taol, euz a varo da veo.


————

LIREUENN HE BEZ
————

Pevarzek vloaz a zo m’he deuz va mignounez
Kimiadet diouz ann douar vit palez ann Elez,
War he bez, vel bep bloaz, da zervez he maro,
Gand eur galoun rannet e taoulinann hirio,
E-skeud al lireuenn em oa laket enn douar ;
Bihanik oa neuze, brema brankou dispar,
War eunn troad huel ha teo, zo goloet a zeliou
Pere zo kurunet, koantik, a vokejou.
Adaleg ar mintin, gwenan euz tro-war-dro
A zun, dindan ann heol, ar mel c’houek anezho.
M’eo kaer al lireuenn, ma kresk buan ha nerzuz,
Eo dre va c’harantez, dre m’ounn bet aketuz
D’he c’hempenn, heb ehan, evel vid he bugel
Sur vamm vad ha tener a gempenn ar c’havel.
Koulskoude m’eo ken kaer, n’eo ket ebken va foan
Ha va c’harantez vraz zo kiriek, a gredann,
Red oa d’ezhi beza dispar, al lireuenn,
Rag e kaloun Annaik he deuz great he grisienn.


————

GOUDE VA MARO
————

Annaik, em buez em euz gouelet puill da varo,
Koulskoude, pa zonjann, perag e vijez beo ?
Ar bed-ma n’eo nemed eunn draonienn a c’hlac’har ;
Te ioa ken iaouankik o tilezel ann douar,
Ma n’ec’h euz ket gallet anaout ar rann-galoun
En deuz kement, siouaz ! merzeriet da vignoun.
Pa zonjann muioc’h c’hoaz, me drugareka Doue
Da veza roet a-bred baradoz d’as ene,
Rag, dre ma teuann enn oad, e welann oant geier
Huvreou va iaouankiz pere gavenn ken kaer !
Ia, kement ounn e poan, ma teu mall d’in, d’am zro,
Lavaret da-viken d’ann douar kenavezo.
Er bed-ma n’em euz mui nemed eul levenez :
Kempenn al lireuenn a ro disheol das pez,
Med va c’haloun a rann o sonjal e vezo
Lezet holl a-ziaskren goude ma vinn maro.
Den da c’houde ne deui war das pez da bedi ;
Al lireueun vo seac’h, das pez, a zindan-hi,
Gand ann touller beziou neuze vo digoret
Eskern all gant das re, m’oar vad, vezo mesket,
Hag a-benn eur mare ne vezo mui gouezet
E pe leac’h er vered Annaik a ioa beziet.
O ! nag e tle beza trubuilluz kement-se
Evit kement hini ne gred ket enn ene !
Med ar Zalver en deuz diskleriet d’ar c’hristen :
« Ar bed a dremeno, te vevo da-viken ! »


————

D’AM DELENN
————


A-boan m’oa diskennet va mignounez enn douar,
Ma tirollaz war-n-oun noz teval ann enkrez,
Rag den ne gemere perz ebarz em glac’har,
Den ouz-in n’en doa truez.

Ma’z eo doaniuz gwelet, da bep diskar-amzer,
Ann delienn o tiskenn, ar vleunenn o c’hoenvi,
Goude beza sonjet, prestik e lavarer :
Ne c’hallent beva mui.

Med me, keu iaouank c’hoaz, bleunenn hanter zigor,
Beza gand ar gwall-eur war va zreid dizec’het
Taolet ha distaolet, evel war eur gwall vor
Eur vag heb stur ebet !

Koll a reann pep fisians, pa gleviz o sevel
Euz ann devalijenn eur vouez madelezuz,
Skiltr evel ann avel, kaer evel mouez eunn El,
Enn eur ger, dudiuz.

Ar vouez a lavare : « perag kement gouela,
« Ha perag er gwall-eur plega kement das penn ?
« Gan-ez eur vignounez a jom c’hoaz er bed-ma ;
« Houn-nez eo das telenn. »

Ha d’ar vouez-se, kerkent, va c’haloun da dridal ;
Dirag va daoulagad ann heol a lugerne,
Bez ez oann vel eunn den, skoet gand eunn huvre fall,
Pa zihun er gwele.


O va delenn ken ker ! o va brasa tenzor !
Nag a zerveziou kaer a dleann d’id em buez !
Daoust ha ped a frealzi c’hoaz war douar ann Arvor,
Goude ma vinn er bez ?


————
  1. Iskiz a dle beza digemeret ama evel ar ger gallek « extraordinaire ».