Aour da zastum a vec’h rastel

A. Chevalier, 1885  (p. 123-126)



200,000 Livr


AOUR DA ZASTUM A VEC’H RASTEL



Nag abet a glever bemdez oc’h hirvoudi
War billik ar mizer zo kouezet en ho zi
Hag a choum vel peuliou, pa n’ho deuz med plega
Evit rastellad aour leiz ar waz o ruilla !


Eun den mad euz Stirlin, Bro-Skos, lavar deomp ni
An aotrou A. Cadot, zo pastor e Chauni,
O veza skuiz marvad gant he sac’hadou aour,
’Neuz laket en he benn rel eun toullad dar paour.

Pemp mil livr warnugent a ginig d’an hini
Ziskouez dre ar Skritur dléomp pedi Mari :
Gavo en Aviel eul lec’h bennag anat
O lavaroud a c’hell Mari hom sovetad.

Pemp mil livr warnugent e ro d’an den gwirion
Ziskouel er bibl penoz gwin ar gomunion
A dle beza liped gant ar belek hepken
Hag e ve eun dra fall he reï da bep kristen.

Pemp mil livr warnugen d’ar mestr pe d’ar vestrez
Ziskwel en Aviel a oa Per dizemez ;
Pe gavo er Skritur eur verset pehini
Lar eo krak difennet d’ar belek dimezi.


Ann holl a oar hon euz dirag tron an envou
Eun alvocad santel evit hor pec’hejou ;
Pemp mil livr warnugent ginig da nep a c’hall
Diskouez, dre ar Skritur, zo unan benag all.

Ar romaned a dou é bet Per escop Rom.
Arog ma kredo ze eur gir ra braz ezom.
Pemp mil lûr warnugent ganthan zo kiniget
Da neb he ziskwello er Skritur biniget.

Te p’hini a gemer ar pap evit vikel
Jesus-Krist er bed man, diskwell, ma faotr, diskwel
E Testamant Nevez eur gir a lavar ze
Pemp mil lûr warnugent a pezo hep dale.


————


Birviken ne z’oun bet gwal dechet d’ar fortun,
Rag anez n’em bije lezet tro da nikun
Da redeg an hini zo kinniget ama
Ha da eun tam begek gousto nebeud a dra.


————


Hag a dud, va Doue, zirollo da c’hoarzin
P’arruo deiz ar pae e palez paotr Stirlin !
Eno vo jabadao entre an azenet
O c’houlen ar butun gavfont bout gouneet.

Mez heman sioulik ker, hep mar a lavaro :
« Mantret oun d’ho lezel da vont gwennik en dro
Va dinerou zo mad, med ho c’hoari zo fall
Pa po c’hoant da c’hounid, klaskit kentoc’h eun dall. »


————