A. Chevalier, 1885  (p. 113-119)



TI-KEAR



Peder voger mein benerez ;
Tregont troatet a bep kostez ;
Eun or moan tu an hanter-noz
Enk vel hini ar baradoz ;

D’an traon, nemed eur skalier men,
Eur c’hao, marteze dek plouzen ;
Hag en nec’h, eun tammik prenest
Dre p’hini seller war zu Brest ;


En pevar c’horn, pevar dourik
Tuergnet e rount gwall flourik,
Gant bonedou en ho daou bek
Vel zouge gwechall ar belek ;

Vit kurunenn peder doenn
A sao reud ha gloruz ho fenn ;
Er fin, eur chiminal huel
Vel ma ze dleet d’eur c’hastel.

Nemed e vé beuzet he skiant,
Nep’n euz galoupet hor bro koant,
Wio michans anaout an Ti,
Ha na lakfenn hi dok d’an i.

Rag sur, etre Brest ha Pariz,
Ne n’euz Ti-Kear, Gwerliskiniz,
Par d’hoc’hini. Lakit evez
Da pez a gelenn ho palez.



Darn gav d’he penoz ar « Prizoun »
Zo feret vit an dud a fesoun
Pere divar benn lost eur c’had
Ve red kas e toull da gouskad.

Pe c’hoaz evit eun denik keaz,
Evet ganthan Foeltr-korf, plas leaz,
’Neuz lezet he veud da gweza,
Lec’h eur pok, war fri Franseza.

Ar gampr mad vit an aotrou mear
Pa vez er vro eun eureud kear,
Pa deu eur marmouz er barroz,
Pa lip he loa eur c’hèzik koz.


Mad evit ar c’huzulierien,
Pa dap krog en he an dersien
Da gagetal war eui lezen,
Pe da fluta eur votadenn.

War an traou ze ger da larad,
Ho dever eo, ze zo anat ;
Ha den leal na wigouro
Pa vezo klasket mad ar vro.



Hogen, re deuz savet an Ti
Wie kaerik — c’houi c’hell kredi —
Peseurt de kemmwerz ho doa c’hoant
D’ober éno gant ho arc’hant.


Me z’aoun, ni oar ive penoz
Rede ar bed en amzer goz.
An danvad kez oa en eun tu,
En egile ar bleizi du.

Marvad ar re man frite koan
Pa groge naoun en kouk an oan !
Ha ma stourme eur blei bennag,
An oan eo re iudal ar strag !

En toul du grene ar bleizik !
Hag er zal gane an evnik !
Ha pa vize tan en oalet
Ez oa vit eurvad an oanet !

Ma welit kleuzet eur c’hranel
E kreiz mogerik pep tourel,
Ar bleizi tener n’hen doa gret
Sur, med vit difenn an oanet !



Ouz da vez, lar deomp, oanik kez,
Hag eur vuez ez oa hounnez !
Ato, ato beza touzet !
Ha c’hoaz goude kaout ar foet !



Ha c’hui brema, p’oc’heuz, paotret,
Paeet kement a wer torret ;
Gant daelou, gant ho c’hoad gwalc’het
Folleziou pennou kurunet,


Ma n’ho c’heuz ket c’hoant adarre
Da gaout mistri war ho c’horre,
Lakit evez d’ar votadenn,
Pe gwezfont gwassoc’h war ho penn !!!

Nep en euz evet a evo.
Nep en euz laeret a lero.
Ar re ho deuz dalc’het ar brid
Verv gant ar froudenn da c’hounid.


————