Ar Baleer-bro kuriuzet
AR BALEER-BRO KURIUZET
Eun den ’oa ’vale bro, da greiste a zeuas
En eun hostaleri elec’h ma c’houlennas
Bara, boutailhad jist hag eun tam da brejañ ;
Ma vijac’h en e lec’h ho poa graet eveltañ.
’Oa ket war e gador hon den azezet mat
Hag heñ krog en e voed hag en e voutailhat,
Pa deuas an hostiz hag an dud ’oa eno
D’hen eskinañ dioustu dre bep seurt goulenno.
— Daoust da belec’h ez it ? na pelec’h ez oc’h bet ?
Na peleac’h, va den mad, hoc’h eus c’hoant da vonet? —
Boudal ’ rae e ziskouarn, ha ne ouie dare
E pe du trei e deod d’eilgerïa oute.
Unan felle d’ezañ gouveout hanoiou
Ar c’heriou ’n oa gwelet hag ar c’heriadennou ;
Eun all : — Daoust hag an hent a denn start war ho yalc’h ?
Pegement e koust d’ec’h ? eno emañ an dalc’h !
— Ha mad eo an henchou ? — a laras eun all c’hoas.
Er c’houlennadeg-ze ne oa hini ker goas
Evel eur briz-autrou a yoa e kreiz e zrem
Azezet lunedou war veg e fri ruz lem.
— Va faotr, mar em c’harit, na larit-hu d’iñ-me
Penaos ’mañ ar c’helou ? petra ’peus a neve
Gwelet ’bars er c’heriou ?… — ’N ermeziad a droc’has
D’autrou é loarigou, kerkent ha m’her c’hlevas :
— Diweza tra ’welis, ne weljon kemend-all :
Daou zen hag a rened d’an toul-bac’h, an dud fall,
Dre m’o devoa gwerzet, meur ’wech, ’vit hoalen gwenn
Erc’h dizec’het er forn ha lakeet en poultren ! —
Komaerezed ’r barouz, me ro d’ec’h ali sur :
Gwasket war ho tebron, pa veet gant eun den fur ;
Grit nao dro gant ho teod o tonet d’e genver,
Petramant ’responto d’ec’h gant son ar gevier.