R. Prud'homme, 1903  (p. 63)


FANCH KOUER
FANCH KOUER




VIII


FANCH KOUER


――――


I


Pell ’rauk goulaouig an de
’Sailh Fanch Kouer ’maes e wele.

— ’Sord zo kauz eta, Fanchig,
E savez ken abredig ?

— Ma fried, n’ouveez ket
Am eus da gaer da vonet,

Da werzañ daou zac’had ed ?
Gwell eo ganiñ mont abred :

Primoc’h ’ze e vin distro,
Hag arc’hant em godello ! —


Prest goude, oa Fanchig Kouer
Oc’h ober hent, dibreder,

War e azen, en noz du,
Gant daou zac’h, unan ’bep tu.


II

Ar beure ’luc’h war ar glis
P’eo arri Fanch en Keris.

— Porjer, digorit an nor,
’Mañ Fanch Kouer o c’houl digor !

Porjer Keris, pa glevas,
Deus e wele a zavas ;

Deus e wele eo savet,
Ar persier ’n eus digoret.

— Choui, ’mezañ, eo ar c’henta
’Antre hidiv er gær-ma ;


N’ oc’h ket bet pell ’tiblouzañ !
Marc’had mat d’ac’h ’zouhetañ ;

Marc’had mat ’zouhetañ d’ac’h,
Gant ho loen hak ho taou zac’h ! —


Marc’had Fanch ne oe ket fall,
Pa oa deut ’raug ar re-all :

Gwerzet ’n eus holl e winiz,
’Vel ma kare, d’eur bourc’hiz,

Gantañ eur pikol barv gwenn,
Hag a gomzas d’añ ’velhen :

— Kontant oc’h da zont gani
’Kas ho sac’hadou d’am zi ?

— Ya zur — ’me Fanch. Hag i mont ;
D’eun ti kaer e tigouezont.


Pa ’z int er porz antreet
Ha peurziskarget an et,

An autrou a zigor frank
Eur gambr vras d’ar pautr yaouank.

Hemañ a zo chomet pell
Bamet, gant ar pez a wel :

Arc’hant hag aour bern war vern ;
Mein talvoudus, a lugern

Deus pep liv ar oareg-glao
’Vel eur parkad bleuniou brao !

An autrou ’lar d’an den paour,
O tiskouez d’añ eur pez aour :

— Lennit ’n hano-ze, ma goas,
Ha m’ho lako pinvik bras ! —


Fanchig, na ouie ket lenn,
A wel engravet eur penn

Hanval ous hini ’r c’hoziad ;
Tridal ’ra : heñ eo, sur mad !

Hag e lar, o stoui don :
— Hoc’h hano, roue Grallon ! —

Ha kouezañ war e zaoulin.
— Eus ’n enor-ze n’oñ ket din,

’Me ’r prins mat, o vousc’hoerzin.
Sav, ha kemer perlez fin,

Mein prisius, aour, arc’hant,
A vriadou, ’vel ’to c’hoant,

Da hadleunia da zeier ;
Ha retorn eurus d’ar ger ! —

III

Prest goude, oa Fanchig Kouer
’Ober hent arre, seder,

War e azen, en deiz splann.
Pa ’n em gave i-unan,

Tell d’añ sellet an treo kaer
’Zo mesk-ha-mesk ’n e zeier ;

Lorc’h d’añ bezañ pinvik-mor,
Teu da zispak e denzor.

Gant al luc’hed flam a daol,
’Vel koummou a lufr en heol,

’Vel koummou a lufr en heol,
E chom mezevellet oll,

Ken a gouez rust d’an douar…
Hag e tivun gant glac’har !

IV

Divun a ra Fanchig Kouer
War ’n hent bras a Landreger,

Astennet war lein e gein,
Blonset e gorf gant ar mein ;

’N e gichen e azen du,
Gant e zeier a bep tu ;

’Met, sioas ! ne oant ken leun
A berlez kaer nag a c’hreun !

Disrouiet gant drein, en hent,
Bep kammed e tishilient ;

Bep kammed e tishilient :
I a oe ken tenn agent,

I ken tenn agent, ken blouc’h,
A oa koazet o stambouc’h ;


I ken tenn agent, ken reut,
Pegen moan ha treut oant deut !


Fanchig Kouer, dihunet mat,
Trot e vorzed, e lagat ;

Ha gant nadoez ha neuden,
Dreusañ pep sac’h, ken-ha-ken ;

Dastum enne edenno
A oa fotet tro-war-dro ;

Ha daoubleget, war e giz,
Mont da zerri ’r greun gwiniz

A oa bet d’ezañ lezet
Gant pep sort loened naoniet ;

Gant pep sort loened naoniet,
Evel logod ha razet ;


Evel razed ha logod,
A grign pepini e lod ;

Merien du ha merien ru,
’Ye meriennañ a bep tu ;

Merien ru ha merien du,
’Jech peb a dam tu pe du ;

’Jech peb a dam tu pe du,
D’o c’hlenkañ ’n o zoul dioustu ;

Ha naouspet laer eskellet,
’Vel piged ha kiginet :

’Vel kiginet ha piged,
Ar brini hag ar c’houlmed ;

Ar c’houlmed hag ar brini,
Golvaned, yer, klujiri,


’Vije ’poanial a-zevri
D’o fika hini ’hini,

D’o fika hini ’hini…


Evelse o teskaoui,

Goude kreiste, Fanchig Kouer
A zo arriet er ger ;

En dour-c’houes, hag heñ brewet,
’C’hlaouri gant faut ha sec’het ;

’C’hlaouri gant faut ha sec’het ;
Ponner a yalc’h, ’larañ ket.

’Larañ ket ponner a yalc’h ;
’N ed ’n eus serret, gant bec’h ’oalc’h,

’N ed ’n eus serret, gant bec’h ’oalc’h
’N eun hanter-zac’hig a zalc’h !



V


Pa wel ’nañ stouet e veg,
Vont warlerc’h e loen skoarneg,

’Vont warlerc’h e loen skoarneg,
’Mañ goall-zouezet e vroeg.

— Doue ! ’mezi, ma fried !
Pesort tro eta ’teus gred ?

— Ma groeg vat, m’oar ’vat e ris
Eun dro zod ha diavis ;

Eun dro zod ha diavis,
Klask Landreger dre Geris,

’Zo bet gwechall-gos beuzet
Er mor don, triouac’h gouret !

Skiant, avat, ’m eus prenet,
Gwerz tri hanter-zac’had et


Ha c’hoas eur pennad dervez
Ma foan, gant poan ma loan kez ;

Disket ’m eus, n’ankouaïn ken :


An Autrou Doue d’an den

’N eus roet an noz tenval
’Wit kousket ha hunvreal ;

An noz evit hunvreal,
Hag an deiz ewit poanial ;

An de sklær, ’wit labourat,
Dihun spered ha lagat !




\score {
 \version "2.18.2"
 \new Staff {
  \relative c'{
    \clef treble
    \key f \major
    \tempo \markup {\italic Scherzando.}
    \time 2/4
    a'8 a a a | bes a g4 | \break
    g8 g g bes | a8 g f4 \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Pell ’rauk gou -- la -- ouig an de
    ’Sailh Fanch Kouer ’maes e we -- le.
  }
 }
 \layout { line-width = #123 }
 \midi { }
}
\header { tagline = ##f }