Ar Baron Bihan
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar baron bihan.
Ar baron bihan ’vonjoure,
Er Pont-newez pa arrue : (bis)
— Bonjour ha joa holl en ti-ma,
Ar vates vihan pelec’h ’ma ? (bis)
— Eman duhont bars ar jardinn,
O tibab kaol ha louzou finn ; (bis)
O tibab kaol ha louzoio
Hec’h a d’ober ar soubenno. (bis)
— Pajig, pajig, ma faj bihan,
Kê d’ lâret d’ar vates vihan (bis).
Donet d’ar gêr, ha dont buhan,
Da gomz gant ar baron bihan. (bis)
— Mates vihan, poania a ret ;
Dibab saladenn eo a ret ? (bis)
— Dibab saladenn na ran ket,
Dibab ar c’haol, al louzou finn ; (bis)
Dibab ar c’haol, al louzoio
Hec’h a da ober soubenno. (bis)
— Lâret ’zo d’ac’h, mates vihan,
Donet d’ar gêr, ha dont buhan ; (bis)
Donet d’ar gêr, ha dont buhan,
Da gomz gant ar baron bihan.
— Lâret d’ar baron, lâret d’ehan,
N’am eûs netra d’ober gant-han. (bis)
— Lâres-te d’in-me, paj bihan,
A d-eûs lâret ’r vates vihan ? (bis)
— ’R vates vihan ’zo fur ha koant,
Met un tammig ’eo arrogant ; (bis)
Lâret e d-eûs d’in lâret d’ac’h
N’ defoa netra d’ober ganac’h. (bis)
— Na grêt-c’hui d’in-me, hostizes,
Kousket un noz gant ho mates ; (bis)
Me ’roï’ d’ac’h pemp kant skoed arc’hant-gwenn
Ha kement-all en aour melenn ;
Ha kement-all en aour melenn,
D’ar vates vihan, he goulenn. (bis)
— Mates vihan, mates vihan,
Deut-c’hui d’ar gêr, ha deut buhan ; (bis)
Deut-c’hui d’ar gêr, ha deut buhan,
Da avan d’ar baron he goan ; (bis)
Ha d’ober d’ehan he wele,
Ewit hen disober goude. (bis)
Me ’c’h a d’am gwele, ha me klanv,
C’hui ’roï’ d’ar baron da goania ; (bis)
Pa gasfet ar meuz diwezan,
Pô ur presant kaer digant-han. (bis)
— Salv-ho-kraz, ’mezhi, ma mestres,
P’oc’h bet em andret traitoures ; (bis)
Me ’c’h a d’ wiska ma boutou skanv,
’Wit reï d’ar baron da goanian. (bis)
P’oa ’r meuz diweza servijet,
Da glask lojeis hi a zo êt : (bis)
Da glask lojeis hi a zo êt,
Da di he faeron hec’h eo êt ; (bis)
— Ma faeron, digorret ho tor,
Ho fillores ’zo ’c’houl digor ; (bis)
Gwell’ eo ganen koll ma buhe
’Wit koll ma enor ’r Pont-newe ! (bis)
Kanet gant Jannet Ar Gall
Plouaret — 1849.