Ar C’homblad Iaouank
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar C’homblad yaouank.
He ’wel arru ’r c’homblad iaouank,
En he dreid ur boutou lignant ;
En he dreid ur boutou lignant,
War he vantel c’houec’h renk pasamant ;
War he vantel c’houec’h renk pasamant,
Tri ’zo en aour, tri en arc’hant.
Ar c’homblad iaouank ’vonjoure
War bave Linan [1] pa ziskenne.
— Demad ha joa holl er gêr-man,
Ar prizon braz pelec’h eman ?
Ar prizon braz pelec’h eman,
Ma ’z aï’ ’r c’homblad iaouank en-han ?
Ar jeolieres a lâras
D’ar c’homblad iaouank, p’hen klewas :
— N’hoc’h eûs ezomm da ober goap,
Me ’gavo prizon d’ho lakâd ;
Me ho lakaï’ er bassefos,
Lec’h na welfet na de na noz.
— Na mar an-me er bassefos,
Me renko kaout ur gwele-klos ;
Me renko kaout ur gwele-klos,
Ur plac’hig koant ganen en noz.
Ar jeolieres a lâras
D’ar c’homblad iaouank, p’hen klewas :
— Me ’glasko ’r plac’h diwar-ar-meas,
Hag a lampo ’n ho kerc’henn eas ;
Hag a lampo just ’n ho kerc’henn,
He hano ’zo ar ganabenn.
— Me n’ vinn ket krouget gant kerdenn,
Me ’m eûs arc’hant, ’breno seï gwenn ;
Me ’m eûs arc’hant, ’breno seï gwenn,
Pa goustre pemp skoed ar walenn ;
Abalamour d’am c’hoar-henan,
’Zo itron vraz bars ar gêr-man :
’Zo itron vraz bars ar gêr-ma,
Lakafe he c’halon da ranna.
Ar c’homblad iaouank a lâre,
Dre he botans pa bourmene :
— Tado ha mammo, me ho ped,
Ho pugale a gastifet ;
Ho pugale a gastifet,
Rag me, siouas d’in, n’on ket bet.
N’eo balamour da laeronsi,
’Roan dismegans d’am zud ha din ;
Balamour d’ur plac’hig tric’houec’h vloaz,
Vije em c’hoad o keuneuta ;
Me ’c’h ober gant-hi ’vel a garenn,
O planta ma c’hleve en he fenn ;
O planta ma c’hleve en he fenn,
Goude hi flantis er c’hlazenn.....
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Kanet gant Marc’harit Fulup
- ↑ Peut-être Dinan, — car je ne connais pas de ville ni de bourg en Bretagne qui s'appelle