Le Dault, 1950  (p. 230-235)





Ar Bihan


Mamm ar Bihan a oa aet d’ar foar. Eun eur goude, setu eur glaouaer o tont, eun azen du gantañ. Hag heñ da skei war an nor.

« N’eus ket ezomm a c’hlaou ? » emezañ.

« Nann, » eme ar Bihan.

« Glaou ho pezo ? »

« N’am bezo ket ! »

« Mont a ran tre memes tra. »

« Na zeuit ket ! »

« Sell ! eur marmouz eveldout eo a viro ouzin ? »

Ar Bihan a lamm gantañ raktal, a ro eun taol dorn d’ezañ etre e zaoulagad, hag a stlap anezañ dindan treid an azen du. Ar glaouaer a ya droug ennañ o veza ma ’z eo bet ruilhet gant eun tamm tra bitous e-giz-se. Sevel a ra, ha yao war ar Bihan. Hemañ a ro eur flac’had d’ezañ, hag her c’has adarre dindan treid an azen du. Breugal a ra hemañ, ha d’ar Bihan : « Lazet eo va mestr ganez. N’em eus ket keuz d’ezañ, rak bazatet oun bet gantañ meur a wech. »

Souezet eo ar Bihan o klevout eun azen o kaozeal : « Te n’eo ket eun azen ez out ? » emezañ.

« E feiz, n’oun ket. Seiz vloaz ’zo, avat ez eus eun azen ac’hanoun. Diagent e oan mab eun denjentil. »

« Mab eun denjentil ? »

« Kuz ar glaouaer e kreiz ar bern teil ; kae en ti goude hag e livirin va abadenn d’it. »

Graet kement-se, setu an azen :

« Mab oun d’eun denjentil ; bugel mat ha sentus n’oun ket bet. Maro oun gant eun ene du-du d’in ha, paneve d’ar Werc’hez, e vijen bremañ o leski e tan an ifern. Bemdez e lavaren eur Bater hag eun Ave en enor d’ezi, hag hi he deus bet truez ouzin. Goulenn a eure digant he mab beza mat em c’heñver. Heñ a glevas ouz e vamm hag, e lec’h beta striñket en tan, e voe graet eun azen ac’hanoun. Hag e voen roet d’eur glaouaer evit seiz vloaz, nemet lazet e vije araok. Ar glaouaer-se a oa mevel an diaoul beo : me eo am eus roet nerz a-walc’h d’it da zont a-benn anezañ ; met n’eo ket echu gantañ c’hoaz. ’Benn seiz deiz ac’han e savo buhez ennañ adarre, ha disklipa a ray ac’hanout, kig ha eskern, mar bezes-te amañ. »

« Da belec’h ez in da guz ? N’oun ket bet aet morse ac’han, ha ne garfen ket kuitaat va mamm. »

« Ha ne vefe ket gwelloc’h d’it kuitaat da vamm eget beza lazet gant ar glaouaer ha mont da leski da viken en ifern ? »

« Gwelloc’h eo sur. Met n’ouzon ket da belec’h mont. Hogen, peogwir eo te ac’h eus roet nerz d’in da drec’hi war ar glaouaer, te ivez, kredabl, a ouezo pelec’h souchat ac’hanoun, ’ket ’ta ? »

« Anavezout a rez Enezenn al Loc’h ? »

« Va mamm-goz a zo bet eno. Me, avat, n’oun ket. »

« Me a gaso ac’hanout di warc’hoaz da noz. Eur manati a zo dindan an douar en enezenn, hag ennañ ez eus eul lean koz hag a wel ar Werc’hez bep sadorn. Lavar d’ezañ ar pez ac’h eus graet, hag heñ a roio kuzul mat d’it. Gra kement a c’hourc’hemenno d’it : gwelloc’h eo paea er bed-mañ eget paea er bed-all… Gouzout a rez pelec’h emañ ar c’hleuz demdost d’ar c’hastell koz ? »

« Ya. »

« Bez eno da ziv eur warc’hoaz-vintin ; me a vezo eno, ha kas a rin ac’hanout da Enezenn al Loc’h. »

« Hag e vezin. Met ha ma sav buhez er glaouaer ? »

« Maro e chomo, nemet lavarout a rafez da unan-bennak ar pez ac’h eus graet. Ma tiskleriez eun dra pe dra e savo eus e vern teil d’ho laza, te ha da vamm. »

« Ne glevo gour grik ganin. »

Deuet mamm ar Bihan d’ar gêr, hi d’ezañ : « N’eus bet den amañ ? »

« Kristen. »

« Gour ? »

« Eo, eur marc’hadour seier fetis. Seurt n’en deus bet diganin. »

Hag int da gousket. Klemm a ra ar Bihan, e-kreiz e gousk, o soñjal er glaouaer hag en azen du.

« Petra ’zo ? » eme ar vamm.

« Seurt ebet. »


Kousket maro mik e vamm, ar Bihan a ya e-maez an ti hag a gerz betek kleuz ar c’hastell koz. An azen du a zo eno.

« Pare out ? » emezañ.

« Hag ez oun, » eme ar Bihan. « Met nec’het e vezo va mamm vat pa welo na vezin ket er gêr. »

« Tra, tra ! Eur Bihan-all heñvel-poch ouzit a zo en he c’hichen. »

« Mat eo neuze. Ha mont a ran ganez. »

Sevel a ra war gein an azen. Raktal eun tarz-kurun a zo klevet hag eur pez luc’hedenn gwelet. Eur goumoulenn deo a dremen dre zindan kof an azen. Ar Bihan a zo moredet e zaoulagad ha morgousket a ra. Pa zihun emañ e Enezenn al Loc’h, en e sav dirak al lean koz. Hag hemañ d’ezañ :

« Da ober petra out deuet amañ, va mab ? »

« N’ouzon dare. »

« Gouzout a rin dizale. Deus ganin. »

Hag int ha mont eeun dirazo. Digouezet en eur c’hao toullet er roc’hell : « Bremañ, » eme ar manac’h, « kae war bennou da zaoulin, ha lavar piz ha piz d’in kement ac’h eus graet. »

Hag ar Bihan a gont d’al lean ar pez a zo c’hoarvezet gant ar glaouaer. Seiz devez pinijenn rust a zo roet d’ezañ gant ar manac’h : beva e-keit-se gant bara sec’h hepken, ha kerzout, e zaoulin noaz, war ar reier lemm o begou.

« Echu ar binijenn, setu al lean : « Mall eo d’it mont d’ar gêr. »

« N’ouzon ket dre be hent mont. »

« An azen du a gaso ac’hanout. Henoz e teuio d’az kerc’hat. Na lavar da zen out bet amañ. Bez mat ha bev santel avat ! »

« Ar glaouaer ne raio droug ebet d’in ? »

« Nikun. Da azen eo aet e-unan peogwir ne oa ket bet mat e-keñver an hini a zo bet roet d’ezañ. Hag azen e vezo e-pad eur bloaz warnugent. Goude-ze ez ay da ziskuiza da virviken. Kae da gousket bremañ. Pa glevi eur c’hloc’h o son, sav gant an diri. Pa vezi war laez e kavi an azen du ha, betek kleuz ar c’hastell koz, e tougo ac’hanout. Ha benniget ra vezi !… »

Hag an azen du d’ar Bihan : « Kae da gavout da vamm bremañ. Ne ouezo ket eo bet cheñchet he mab d’ezi. »

« Hag ar glaouaer ? »

« Lavaret ez eus bet d’it, emichañs, na c’hell ober netra d’it. Me a vezo ganez bepred. Kemer em skouarn gleiz ar yalc’h a gavi enni : leun e vezo atao. Gra vad gant an aour-se d’ar beorien, d’an emzivaded ha d’an intañvezed, ha buhez hir az pezo, eur maro mat hag an neñv da c’houde. »

Hag ar Bihan d’ar gêr. Ne ouezas ket e vamm e oa bet eur Bihan-all e plas he faotr.


’Benn eiz deiz, ar Bihan d’ezi : « Mamm, n’eo ket hirio emañ foar Gastell ? »

« Eo. »

« Mat, mamm, it da brena eur vuoc’h. »

« Arabat ober goap eus da vamm, pe chañs n’az pezo ket. »

« Goap ne ran ket. Eur yalc’h am eus kavet, ha peadra da brena eur vuoc’h ha traou-all a zo enni. »

« Penaos eo deuet ar yalc’h-se d’it ? Diwall mar dout bet dizonest ! »

« Dizonest n’oun ket bet, met difennet ez eus ouzin lavarout penaos am eus bet anezi. »

« Ma, ro d’in priz eur vuoc’h. »

« Setu aze kant skoed : eur vuoc’h vat ho pezo. »

« Ya. Eur pemoc’h a garfen da gaout ivez. »

« A-walc’h evit eur wech, va mamm. »

Hag ar vamm d’ar foar. Ar Bihan a ya neuze da gofes gant an aotrou person. Hag e tispleg d’ezañ e dro gant ar glaouer hag an azen du, e veaj e Enezenn al Loc’h, e binijenn, e zistro, e yalc’h.

« Petra a vad a rin gant houmañ ? » emezañ.

« Ro d’in talvoudegez eul loen-kezeg evit ma c’hellin mont buanoc’h da welout ar re glañv. »

« Setu. »

« Gwelout a rez an iliz : dizolo eo, freuzet he mogeriou, dare eo da goueza en he foull. Peogwir e chom leun da yalc’h atao, ro d’in peadra da sevel unan nevez. »

« A galon vat. Nebeut ha nebeut, avat, n’ho pezo ken. »

« Memes tra. Bennoz Doue warnout ! Gwelloc’h e kavfen kaout anezo holl dioustu. »

« Setu amañ. »

Hag e tiskarg, hag e tiskarg. Ugent mil lur ; daou gement-all c’hoaz. Hag ar yalc’h a zo leun bepred… Ha dizale eun iliz koant a sav drant e zour dantelezet war-du bro ar stered.

Hag ar Bihan d’ar gêr. E vamm a zo eno, eur vuoc’h kaer ganti.

« Nag eur vuoc’h vat eo houmañ, » eme ar Bihan. « Na laez a vezo da rei d’an dud ezommek. »

« N’eo ket laez dre e zien eo o devo. Me a ray amann hag al laez ribot eo a vezo d’ezo. »

« Laez goroet dioustu (livriz) a root d’ezo va mamm. Ni a zo pinvidik a-walc’h da brena amann. »

« Koll a rez da benn, va faotr kaez. »

« Ne ran ket. E-giz ma lavaran e vezo graet. »

Ha graet e voe. An holl a zeuas da gavout ar Bihan da c’houlenn skoazell digantañ en o ezommou, hag heñ a lakaas eürus an holl.


Mervel a eure e vamm hag heñ a zimezas. Adalek neuze ne voe tamm eürus ebet e galon. E wreg a glevas en devoa eur yalc’h vurzudus, hag a lavaras na vije seder ken a vije ar yalc’h etre he daouarn. Ar Bihan ne felle ket d’ezañ, rak difennet groñs e oa bet outañ lavarout seurt da zen, na rei ar yalc’h da zen. Met hi a c’houlenne anezi noz-deiz, hi a glemme, hi a leñve o lavarout na gare ket he fried anezi. ’Benn ar fin e voe roet d’ezi. Hag hi da Gastell ganti da brena mezer ha seiz ker tre. Met pa zigor ar yalc’h da baea, ne gav enni nemet mein vunut… Droug a ya enni, na petra ’ta.

« Va gwaz en deus graet goap ac’hanoun. Roet en deus d’in ar yalc’had vein-mañ e lec’h ar yalc’h a vez leun atao a aour flamm. M’hen talvezo d’ezañ, nebaon ! »

Hag hi d’ar gêr, hag ober reuz d’ar Bihan.

« Ar yalc’h wirion ? Eur sac’had mein eo ! »

Digeri ar yalc’h a ra ar Bihan. Mein hepken a gav enni. Mantret eo, koll a ra e benn, follet eo. Hag heñ kuit d’ar red. Eur sizun goude e voe kavet e gorf war an aod.


Ar Bobl, mae 1906.