Touet pe sermanti eo quemeret Doue da dest eus ar pez a reomp, a leromp pe a brometomp. Ar pez a rer en lies a fæçon : pe dre Doue directamant, pe dre an treo crouet, an Aviel, ar fe, an treo santel, ar Groas, ar Sænt, ar Relego, an env, an douar, ar vuez, on penn, etc. Rac o touet dre an treo-se, e quemerer evit test an hini en deus o c’hrouet, peini so Doue. Permetet eo presti al le ; ar prophet Jeremi a disq dimp en pe occasion ha gant pe gondition.
1°. Mar deo question eus un affer important, ma ne ellet a nez ar seramant, obteni justiç, e c’hellet en ober, ha quemeret Doue da dest voar ar virionez. Mæs mar deo dister an dra a beini eo question, bezet sonch na dleet quet touet ; rac quemeret a rafac’h Doue da dest legeramant, inutilamant.
2°. Mar deo injust ar pez a c’houlenner diguenaich dindan ar seramant, mar en prestet e zoc’h coupabl eus ur blasphem horrupl, rac Doue eo ar justiç memes. Sondet oc’h ine. En justiç reglet, mar præstet ar seramant, e zoc’h parjur mar manquet d’ar pez oc’h eus touet.
3°. Ret eo seramanti gant guirionez ; memes ar re a dou ep bezàn assuret mad eus ar virionez, a gomet ur pec’het marvel. Ar santelez eus ar seramant a dle ober crenàn ar re en groa en occasiono permetet. О ma Doue, petra a arruo Un deiz gant an dud valhurus pere a guemer ar seramant evit ur vugaleaich, ha surtout pere en prest directamant a enep o majeste divin ! Songet penaus mar oc’h eus bet ar malheur da douet ober un drouc benac, na ellet quet accomplissàn o seramant : na ell quet obligea da ober an drouc. Non est vinculum iniquitatis.
Muy facil eo tremen ep seramanti evit n’en deo en ober gant ar gondition a c’houlen Doue. Evel-se e lavar dimp on Salver, ne douet quet. Piou benac en deus an acustumanç da douet Doue, a so meurbet coupabl. Pedi a ràn aneze abalamour da Doue, ha dre verito maro ha passion on Salver, da c’houlen ar c’hraç d’en em gorrigea, da bedi ar re a vezo gante d’o repren. Ar beden, ar yun, ur vortification benac, un aluson benac evit pep le a ve impliget mat. An hini a douo sans cess, eme ar Speret-Santel, a vezo carguet a bec’het, hac ar gouli ne sortio quet eus e dy. Ar bunition-se a ra crenàn. Coezàn a ra non pas voar an touer Doue epquen, mæs voar an ty. Tado ha mamo, groet attantion d’ar c’homso-se eus ar Speret-Santel. Veillet voar an oll en o tieguez, na soufret quet an douerien Doue ; oc’h interest temporel memes en goulen diguenaic’h. Ho collo temporel a sortis martese eus ar sourcen-se, ha c’hoas e teut d’en em glem.
Ar blasphem eo pec’het an diaoul hac ar re daonet ; couscoude tud hanvet christenien en em rent coupabl a vlasphem. Bezàn eo ar blasphem ur goms injurius da Zoue, d’ar Sænt pe d’ar religion. Laret, dre exempl, penaus Doue n’eo quet just, a so ur blasphem. Laret penaus ar Sænt n’on sicouront quet, n’on selaouont quet, a so ur blasphem. Laret penaus ar religion n’en deo quet formet, revelet gant Doue, a so ur fanatism, ur superstition, a so quen lies a vlasphem ; rac an injur a rer d’ar Sænt ha d’ar religion a goez voar Doue, evel an enor a rer dezi a so en tout raportet da Doue. Ar blasphem a so ur c’hrim horrupl. El lezen ancien ar vlasphematourien a voa labeet gant ar vein. Sant Louis a re toulla o zeod gant un houarn ru. Benedab, Roue a Siri a brononç ur blasphem peinî a goustas ar vuez da ouspen cant seiz mil voarn uguent Syrien. Un Æl a exterminas en un noz cant pemp mil ha pevar uguent a arme Senacherib, abalamour ar Roue-se en defoa prononcet ur blasphem. Ar C’honcil divezàn a Narbonn, a lavar penaus e tleer excommunia ar vlasphematourien. Meditet ha crenet.