L. Prud’homme, 1817  (p. 138-139)
◄  Ar Blasphem Ar Sul Ar Vœuïo  ►


Eus ar Sul.

El lezen ancien e voa observet deiz ar Sabat pe ar sadorn. An Ilis instituet hac instruet gant J. С., ha conduet gant ar Speret-Santel e deus changet an deiz-se er Sul, peini a signifi deiz an Autro. Sant Paul a lavar penaus ar gristenien en em assambl en deiz quentàn eus ar zun. Sant Yan a lavar penaus en defoe ar revelation pe an Apocalips en deiz Sul. A boe an Ebestel, da laret eo, en amser an Ebestel, e voe greet ar chanchamant-se en henor da J. C. peini so ganet da Sul, resuscitet da Sul, hac ar Speret-Santel a disquennas da Sul voar an Ebestel.

Obliget omp, hervez gourc’hemeno Doue, da santifia ar Sul, da lezel ep labourat, ha d’en em occupi eus an œuvro spirituel. Estonus e ve meurbet e carfe ur c’hristen songeal da refus da Doue un deiz bep zun… Deiz ar sabat ar Judevien ne rent nep sort labour. Deiz ar Sul ar gristenien a so obliget da lezel al labour, evel grouiat, ober stam, nezàn, maçonat, hesqueriat, boulangi, labourat an douar, chasseal, derc’hel foar pe varc’hat, prenàn, guerzàn, etc. Ouspen eo ret evita an œuvro criminel, an debauch, ar veventi, an impurete, an affero, ar leo douet, ar blasphemo, etc. C’hoas eo ret evita an œuvro dangerus, an danso, an ebato, ar c’homediancho, etc. An oll œuvro se ha cals a re all pere ne hanvàn quet, a so ur profanation eus an deiz santel eus ar Sul, peini a dle bezàn santifiet dre œuvro a religion, Asistomp en Oferen hac en Ofiço divin, nemet ampechet a vezemp pe evidomp on unan, pe dre ur servich a garantez da renta d’on nessàn, pe dre difen on mam santel an Ilis, evel en amser ar schism, an excumunuguen, an interdiction. En amser malhurus-se pedet en communion an Ilis, en em unisset gant e mempro, en em unisset gant J. C. Belec souveræn ha victim assambles. Test eo eus o fe, na vezet quet privet a froez ar sacrifiç. Redoublet o pedenno, bisitet an dud clànv, ar gaptivet, an dud affliget ; reït an aluson d’ar paour, lennet, hac instruet ar re ignorant. Mar deo beo o fe, o carantez ardant, o calon sincer, e quefet peadra da santifia ar Sul hervez bolontez Doue. An necessite, ur c’holl da evita, a bermet labourat da Sul ; n’en groet-àn jamæs ep goulen permission o pasteur, mar deo possubl : rac ar pasteur legitim a so carguet a c’houvernamant an Ilis, non pas gant an dud, mæs gant ar Speret-Santel.