Ar Bleiz hag ar bastorien denved


AR BLEIZ HAG AR BASTORIEN DENVED


Eur bleiz, voa leun a skiant hag a galoun ous-penn,
(Dibaot ar bleizi-ze, rouez int ann dud zo-ken)
A lakeaz eunn dervez he spered da gregi
Douna ha ma c’halle, a-greiz klask da zibri,
Er mennoz zo ama. — « Gwir eo a lavarer,
» Krisoc’h evid-oun-me, krisoc’h ne deuz kiger.
» Ne d-oun karet gant den ; ha pa vezann gwelet,

» Ema ’nn holl war va lerc’h hag eur spount ho c’hlevet.
» Hu ! hu ! hu ! harz ar bleiz ! Kreier ha ferier houarn
» A zispak enn dro d’in ; hag enn dro d’am diskouarn
» E klevann ann tennou, bolodou o voudal,
» Ar bisier o terri hag ar vein o froumal.
» Eur vuez zo gant-ho, ma’z eo red d’in tec’het
» Hep gallout paka tamm. Piou ’ta ne ve nec’het,
» Ma ve, evel d-oun-me, kaset euz a bep bro,
» Euz a Vro-Zaoz, zo-ken, bro brasa laeroun zo !
» Ma ve paet d’he laza eun toullad lakisien,
» Traou fall ha didalvez, mad da strinka bouillen,
» D’ober drouk d’al loened, enn eur goll ho amzer.
» N’ho peuz nemet selaou pa lenvo map kouer,
» Hag e klevoc’h ober aoun d’ezhan rak ar bleiz ;
» Ha kement-se, va Doue ! c’houi well poaniou ar geiz !
» Evit eur c’hi, eur c’haign pe eur c’hoz azen brein
» Am beuz gallet da gaout pe d’am c’hoan, pe d’am lein.
» Pegen diez eo beva ! Mad ! mad ! n’euz forz a-ze,
» Lakeat em beuz em fenn ne zrebinn kik morse,
» Tamm kik hiziviken ne d-ai dindan va staon,
» Kentoc’h, m’hen tou, va feiz ! e varvfenn gant ann naon.
» Peuri rinn da veva, hag e vezinn karet,
» Peuri dre ar c’hoajou evel saoud ha denved.
» Peuromp ’ta ! » — Hag ar bleiz, a-raok stoui he benn,

Ha gwelet dreist ar c’hleuz eur vanden bastorien
O staga dibismig gant eunn oan dioc’h ar ber.
— « Oh ! oh ! eme Willou, kik rost, paotred, amzer !
» Kik oan gant pastorien hag eskern gant ar chas,
» Ha me, evel eunn diod, a beuro ar ieod glaz ?
» Foeltr tamm ! ne rinn biken, n’ounn ket ken diskiant-se !
» Kentoc’h evit peuri oc’h ar grouk me iafe !
» Pa welann ar re-ze, zo lakeat da ziouall,
» Na dafe ann denved gan-en pe gant eunn all,
» Oc’h ho zouza kempenn ha, goude ho c’hignat,
» 0 tibri pe wella, hag ar chas o krignat
» Eskern euz ho dilerc’h. — ’Vid-oun da veza bleiz
» Me gar ive ’r bevin ha ne rinn ket koreiz,
» Nemet red e ve d’in ; dibri kik n’eo pec’hed !
» Ha pa gavinn apoue, n’em bo skorpul e-bed
» Evit dispenn, d’am zro, ann oan, he vamm hag all ;
» Ne rinn gwasoc’h d’ezho ’vit ar re ho diouall. »

Gwir a lavar ar bleiz : — Perak ken etre z-omp,
’Virfemp oc’h ar re all d’ober ar pez a reomp ?
Rouanez ha re vraz, ni pennou ar c’heriou,
Ha ni ive ezec’h, enn hon tiegesiou,
Ni laka d’ar maro, ni gastiz ar re fall,
Ha ma ve sellet piz, dreist ar c’hleuz enn tu-all,

Ve gwelet marteze o c’hober meur a dra
A lakafe ar vein enn dro d’omp da rusia.
Koulz ar re all ha ni ; m’hor beuz skiant ha furnez,
Ez eo, war gement-man, da bep-hini diskouez.
Ne dalv lavaret mad, mar d-a hon oberou
Dre gement stread louz zo a-enep d’hor c’homzou.
Tud gaouiad ha fallakr, perak p’em omp e blein,
Ne viromp oc’h hor c’har da dumpa war hor c’hein ?
Pastorien ! pastorien ! ’r bleiz ne ve tamallet,
Ma ve, evel d-hoc’h-hu, eunn douchenn oud he foued.
Pa n’hell kaout frank he damm, ez a gant-han dre laer ;
Anez, ermid, pep pred ve goullo he gaoter.