Ann Tiek, ar marc’hadour, ann dijentil, ar prins



ANN TIEK, AR MARC’HADOUR, ANN DIJENTIL,


AR PRINS


Ho fevar voant o vont : eunn tiek, eur marc’hadour,
Eunn dijentil, eur prins, ho fevar da glask aour
Ez eant da eur vro bell. Mor a voa da dreuzi
Ha poaniou da dec’het : darbet d’ezho beuzi
El leac’h m’oa bet ho lestr oc’h ar c’herrek torret,
Ar pevar den keaz-man, ho c’horf out-ho broustet,
A bakaz douar d’ho zreid enn eunn enezen vraz.
Eno, ker paour ha Job, gleb dour-teil, hanter-noaz,
Eunn truez ho gwelet, e kerzent gant ann hent,
0 c’houlen, enn hanv Doue, oc’h ar re a welent,
Eur c’hrinsen da c’hortoz peadra da veva.
Ne ket ebad goulenn ! — Kaer ho devoa lenva
Ha lavaret penaoz en em gavent eno,
Petra voa c’hoarvezet ; ann dud e-biou d’ezho
A iea heb ober van, hep sellet zo-mui-ken.
— Hag hi d’ezho arc’hant, leve, danvez, madou

Ous-penn ann hanter-re evit ho ezommou,
Hep sellet oc’h ar paour a zo enn ho c’hichen
Gant naoun-du o c’hlaouri, o c’hlaouri ken a iud,
Ar re holl a dremen, ar re-ze n’int ket tud,
Gwell ar chas evit-ho. — Goude ’ta lavaret
Penaoz euz a bell-bro e voant en em gavet
Ann eil gant egile, da veza reuzeudik,
Dre glask dont da veza euruz ha pinvidik,
Hor pevar den paour skuiz o prezeg, o vale,
Tostik-tost d’eur feunteun a azezaz neuze.
Eno, gant-ho rak-tal kuzul a zigoraz ;
Hag ar prins d’ann tri all diwar-benn ar re vraz,
Diwar-benn ar poaniou a stag out-ho bemdez,
Lavaraz meur a dra. Ann den diwar ar mez,
Ann tiek, na petrata ! a grede e voa gwell
Kas diwar ar spered ar poaniou-ze a-bell,
Ha dont hep damanti dioc’h-tu da labourat.
— « Klemm a rit, eme z-han, da betra klemm ve mad ?
» Dioc’h klemmou ne zistag nemet nec’h, poan spered ;
» Gwelloc’h ve labourat evit gounid ar boed.
» Labouromp ! Al labour zo eul louzou n’euz gwell
» Da barea dioc’h anken, da viret da vervel.
» Kaeroc’h eo al labour eget na d-eo komzou ;
» Heb al labour ar boed zo divlaz d’ar genou,
» Divlasoc’h d’ar galoun. » — Setu penaoz ann tiek

D’he vignouned mantret er c’hiz-ze a brezek.
Eunn tiek komz evel-se ! eme unan bennag.
          Daoust ha perak
Ann tiek n’en defe ket chemed, skiant ha furnez,
N’en defe ket kaloun, spered ha gwisiegez
Kement ha pep-hini, kement hag ar re vraz,
N’euz gant darn anezho nemet avel, fougaz ?
Ann tiek zo war he dal ann Env o lugerni
Hag a zindan he dreid ann douar o nevezi ;
Evit ann tiek hep-ken eo great ar bed gant Doue,
Nerz zo enn he galoun, saour zo enn he ene,
D’ar re ra goab ’nezhan ema o c’hounid boed ;
Ann tiek a zo eunn den, ha perak ne ve ket ?
Perak ta, lavarit, n’en defe ket spered
Kement ha c’houi, ha me, ha marteze muioc’h ?
Gant ann dra-ze, va zud, ez eo gwelloc’h rei peoc’h,
Ha distaga brema petra reaz ann tri all.
Mennoz ann tiek gant-ho ne voe ket kavet fall.
             Evelato a-vad
             Voant gourt da labourat,
             Hag ann douar a gavent
             Gwall-izel dioc’h ho ment.
Unan, ar marc’hadour, a c’hwie niveri,
Lavaret hep fazia : unan ha daou zo tri.
— « War-bouez rei kenteliou c’hounezinn, eme z-ha,

» Beb miz, nao pe zek skoed, peadra da veva. »
— « Ha me, eme ar prins, zesko da dud ar vro
» Penaoz, heb he dumpa, e vez kaset enn dro
» Kar eur rouantelez.» — Ann dijentil neuze,
Kerkoulz hag ann daou all, a raje skol ive,
Diwar-benn lakaat war baper, koad pe vean
Eur c’hi war lerc’h diou c’had, ne bakche lost unan.
— « Allaz ! allaz ! va zud, pell emaoc’h dioud ho pro,
» Ama eo red kaout skiant ; beva kenta tra zo,
» A lavaraz ann tiek. Er miz euz tregont deiz,
» Ha iun bete neuze, a ve eur gwall-goreiz.
» Lavaret mad a rit peadra hor bezo,
» Mar d-omp evit gortoz ; hogen, gwasa a zo
» Ounn dare gant ann naoun ha c’houi ive, me gred.
» Penaoz koania hirio, pa n’euz tamm, mignouned,
» Ha dijunia warc’hoaz ? Ho kwisiegez ama,
» Heb ober fae e-bed, ne dalv nemeur a dra
» Da herzel oc’h ann naoun. Va labour me raio ;
» Gwelet e vo em-berr. » — Hag ann tiek ac’hano
Da glask labour dioc’h-tu. Ne choumaz dibreder
Da zamanti d’he gorf ; ha d’ann tri all d’ar ger
Teuaz gant-han da noz boed a-walc’h da zibri.
Antronoz e kavaz d’ezho ho dijuni,
Antronoz ha goude, miret a reaz out-ho
Na d-ajent da zeski ho skiant d’ar re varo.

Diwar-benn kement-man n’euz ezomm lavaret
Evit gallout beva e ve red kaout spered.
Gwella spered a zo eo kaout skiant ha gouzout
Ne deu peuri d’al loen, ma na bleg he c’houzoug.
Gwella zo al labour da baour, da binvidik,
Anez, dindan tro ’nn heol, ann den zo reuzeudik.