Ar C’haor hac ar Bley.

◄   Ar Gedon spontet ep sujet. Ar C’haor hac ar Bley. Ar C’hy hac an Dànvad.   ►



FABL 26.


Ar C’haor hac ar Bley.


Eur c’haor arauc ma partias
D’e hini bian a laras :
Ne zigoret da zen ebet
Qen a vezin-mèn distroët.
Ar bley en devoa ententet
Ar gourc’hemen e devoa gred,
Ma en em laca en tenor
Evit dont da c’houlen digor.
Pa voa en qichen a-ziavez
E commanças da chanch e voez,
Ha neuse en deus commandet
Ma vije deàn digoret.

Evit bea ennes moez ar c’haor
Mèn ne zigorin qet an or,
Rac dre ar faout a so enni
Mèn a voel scler avoalc’h ar bley.

Sans moral.


Eun dra eo hac a so meulabl
Ha d’ar vugale profitabl
Da zenti eus ho zad ha mam ;
Dre gement-ze beza divlam :
Hac an dud yaouancq mad ho c’haus
Da glevet conseil ar re goz ;
Rac resonabl eo qement-ze :
Guelet ho deus muin evite.


————