Ar C’hy hac an Dànvad.(2)

◄   Ar C’haor hac ar Bley. Ar C’hy hac an Dànvad. Al Labourer hac ar Serpant.   ►



FABL 27.


Ar C’hy hac an Dànvad.


An dànvad citet gant ar c’hy
D’an audianç evit pledi,
Hac e c’houlenne eur bara
Evit eur prest roët dezàn.
Pa voa achuet e blede
Ar paour dànvad a lavare :
Ne anavean qet da gaus ;
Ar gle a c’houlles a so faus.
An testo a voa preparet
A voe neuse ive galvet,
Ar bley, ar bultur, al falcon,
Da c’houd gand piou e voa ’r reson.

Ho deposition roët,
An dànvad a voe condaonet.
Ar c’hy varnezàn a lammas,
Pa voa mad e zroed en debas.

Sans moral.


Meur a zen a ve revinet
Ha lies a vech punisset
Gant jug iniq, fals testeni,
Dre ar valis ha jalousi :
Alies ar gassoni-ze
Allumet gant ar voirione.


————