Me a zo eur c’hloaregig iaouank,
Hag [1] eman ma zi war vord ar stank
Ha biskoaz n’em euz laket ma foan
Da garet plac’h iaouank ’med unan ;
Ha biskoaz hini nemed hi n’em e,
Ha nemet ma zud e me c’harsfe :
Ha ma ouifenn ze, me ho c’huitafe.
Pa oann eru en noad da zimei,
Oann kaset da Bariz da studi
Evit ma c’hars da zimezi.
Ha pa oann en Pariz o studi
Ma mestrezig o skrivan d’in,
Da lavaret d’in donet d’hi beteg
Mar ma c’hoant d’hi gwelet en buez.
Ha me ’c’h ober eur pak d’am levriou
Hag o tond gand ar vins d’ann traou.
Pa c’haruiz ebarz ann ti,
E oa ar beleg ouz hi noui,
’Rei d’ehi hi sakramant divezan
Ken ’vit m’eje diwar ar bed-man.
Hag hi o distrei e laret d’in :
— Kloarek, ne oeled ket ’balamour d’in ;
Goeled abalamour da Zoue
’N euz roet evid-omp he vuez ;
Goeled abalamour d’ar Messiaz
A zo marvet evid-omp war ar groaz ;
Goeled abalamour d’he c’houliou
Em eump-ni graet gand hon fec’hejou. —
Ha me o distrei war ma c’hiz
Da gerc’het ma levriou da Bariz.
Pa oann o tond gand ann hent glaz,
Me ’gleve ar c’hleier o son ar c’hlaz,
Me ’gleve ar c’hleier o son kanvo
D’am mestrez koant e oa maro.
Pa oann o tond gand ann hent braz,
Me ’kavet eunn den gand ar groaz ;
Hag ar veleien gwisket en gwenn
’Kas d’ann douar ann hini garenn.
Ha pa oa achu ann interamant.
Me ’oa galvet kloreg iaouank ;
Me ’oa galvet kloreg iaouank
Hag evid ober eur peamant.
Ha pa c’haruiz ’barz ann iliz,
Ouz ar pazennou stouiz ;
Ouz ar pazennou stouiz,
E-greiz ma c’halon e oeliz.
Ha pa oa et ann dud ac’hane,
Ha me ’retorn neuze war hi bez
Da c’houlenn ar c’hras digand Doue
Ma welfenn ma mestrez en buez.
Ha pa oann o vond gand ann hent glaz.
Me ’kavet eur feumeulen kaer braz ;
Hag hi o distrei hag o laret d’in
Kloaregig iaouank da zimezi :
— Me ’zo dimet hag eureujet [2],
Ec’h on o retorn deuz ar banket
— Kloareg iaouank, gaou a lared,
Rag em intaramant c’houi ’zo bet ;
Hag ec’h on deut aman e-beurz Doue
Evit laret d’ac’h chanch a vuez,
Dilezel ar gwin hag ar merc’hed,
Delc’hen o studi [3] ha bean belek ;
Hag ar gentan ofern a larfed,
Me ’vo gand Doue delivret.
Me ’ia brema d’ar bod spern-gwenn
Hag evid ober ma finijen. —
|