MARIVONIK
Ann de kentan deuz a viz Du [1]
Diskennaz ar Saozon e Dour-Du. [2] (bis)
E Dour-Du pe int diskennet,
Eur plac’hig iaouank e deuz leret ;
E deuz leret eur plac’h iaouank
Ewit kas gant-he d’ho batimant.
Ar Varivonig e oele
Toul porz he zad p’e dremene ;
— Adieu ! ma mamm ; adieu ! ma zad !
Birviken n’ho kwelan war ar bed. —
Ar Varivonig a oele,
War bord al lestr pa bourmene ;
Ar c’habitenn p’an euz gwelet,
D’ar Varivonig an euz laret
— Marivonik, na oeled ket ;
Ewid ho pue na gollfed ket,
Ewid ho pue na gollfed ket,
Hoc’h enor, d’ac’h na laran ket. —
Ar Varivonig a c’houlenne
Deuz ar c’habitenn hag a neuze :
— Otro ar c’habitenn d’in ha lared,
Da bed ac’hanoc’h a vin barnet ?
— D’in-me unan, d’am fotr-a-gampr,
D’am martoloded pa defont c’hoant,
D’am martoloded pa defont c’hoant ;
Bea zo ann-he eur seiz ha kant. —
Ar Varivonig a levere
War bord al lestr ha neuze :
— Otro Doue ! Gwerc’hez Vari !
Pe me n’em veuin, pe me na rin ?
Me zo gwell d’in mervel mil gwech
Wit ma ve ofansin Doue eur wech, —
Oa ket he gir peurachuet,
War he fenn er mor e ’n em dolet ;
War he fenn er mor e ’n em dolet ;
Eur peskig gwenn hi deuz lonket,
Eur peskig gwenn hi deuz lonket,
Er bord ar mor e deuz hi kaset...
Ar Varivonig a oele,
War dor he zad pa ne skoe :
— Ma zadik paour, digored d’in he tor.
Ho merc’h Marivonik zo o c’houl digor.
Ho merc’h Marivonik zo o c’houl digor,
Digor, ha miret gant-hi hec’h enor. —
|
Chanté par Jeanne Le Bourdon, de Minic’hi (Côtes-du-Nord), et par Marie Quellien, de Tréguier.
MARIVONIK
PETITE MARIE-YVONNE
————