Ar C’hog hac ar Mæn pricius.

◄   Ar C’hog hac ar Mæn pricius. Ar Bley hac an Dànvad.   ►



FABLOU


ESOP.


————


FABL 1.


Ar C’hog hac ar Mæn pricius.


Eur c’hog, en toes teil o scrapad,
A zizoloas gant e droad
Eur maen pricius ar c’haëra.
Petra servich din, emezàn,
Caout eun dra qen caër ha qen ned ?
Eur meiner, m’en dije cavet
Eun dra qen caër ha pricius,
Deus e bris a vije joaus ;
Evit din-mèn ne servich qet,
Ma lezas ep e gemeret.
Ar pes so muya da gompren
Eo ma laras evellen :

Eur c’hreunen eï am gra joaüs
Guel evit ar vein pricius.

Sans moral deus ar Fabl.


Ar mæn pricius a represant
Ar brudanç hac an discamant,
Hac an den ignorant ha zod
So represantet dre ar c’hog.
Nìnver so a dud ignorant
Hac a vimpris an discamant
Evitàn da vea den fur
Ma ne voar qet eus ar scritur ;
Hac e ve mad e lunedo
Ne voel nemet anter c’houlo,
Ha pa eo simpl e zaou-lagad
E faud d’e scouarn bea mad :
Mar chom e c’heno ep parlant
Adieu d’ar goms antieramant
En defaut goud eun dra bennac
Da gauzeal en daou-lagad.
Preciussoc’h ê’n discamant
Vit escarboucl na diamant.

Item.


An den carget a volupte
A so atao o zongeal ze
Penaus e vezo dizourci
Choas da efa ha da zibri,
Ordinal plijadur ha joa
Hep sourci ebet gant netra,
An aliessa e c’heno
A c’houl zouet ha dezirio.