Eur c’hole eur vech a zantas
Voa croget en e droad eur raz,
Pini a yez incontinant
En toul da goac’h en istant.
Ar c’hole a gemeras foug,
A zao e gorn, a glascq partout ;
Mæs innutil, rac me voa qet
Possubl birfiqen e gavet.
Neuse e commanças ar raz
Da ober goap, ma lavaras :
Arabet eo sonjal ve te,
Dre ma zout robust evel-ze
Deus eur bern qig fortifiet,
E vez en amzer da zonet
O vimpriza qement hini
Deus al loënet, ne van hini,
Pa eo bremàn eun tammic raz
E deveus da vlesset qen goaz :