Ar Satyr hac ar Paysant.

◄   Al Labourer hac e Gole. Ar Satyr hac ar Paysant. Ar C’hole hac ar Raz.   ►



FABL 106.


Ar Satyr hac ar Paysant.


Eur paysant en devoa cavet
Er forest eur satyr yenet.
True ontàn a gemeras ;
D’e dy gantàn en digassas
Hac en lacqât da azea
En qichen an tan da domma.
Pa voaint var an ent o vonet
Ar satyr en devoa goelet,
Ar paysant-ze, o c’hoeza
E zaouarn evit ho zomma.
Pa voa eus an doll, adarre
E voelas penaus e c’hoeze
En e zoub evit e yena.
Doue d’am divoal, emezàn,
Deus an dud doubl ! hac e zavas :
Neuse ractal e zortias.

Sans moral.


Dre ar satyr omp avizet
Deus on tol ne gemeromp qet

Eun den a vo doubl a gomso
Ha deus an daou du a droc’ho ;
Rac bea eo noazus ha fall
Couls d’e vignon ha da eun all ;
M’en em accommod alies
D’hor zantimant dre flateres,
Ha qen couls d’hon inimiet,
Dre eur vechantiri parfet.


————