◄   Al Leön hac ar C’haor. Ar C’hornif. Al Labourer hac e Gole.   ►



FABL 104.


Ar C’hornif.


Eur c’hornif e devoa zec’het ;
Eur podat dour e deus cavet.
N’aille qet tapout da effa,
An dour ennàn re don e voa.
Esze a eure e derri,
Mæs galloud a vancqe dezi.
En toez ar sablen e clascqas
Bily munut, (hac e cavas),
Gant e beg ebars da deulel,
Da lacqât an dour da zevel.

Dre gement-ze, o veza fur,
E c’heffe dour gant plijadur.

Sans moral.


Ar pez dre ners ne alli qet
Dre adrez vad e vezo gred,
Dre ar furnes hac ar brudanç
Ha conseillo mad da gommanç.


————