Al Labourer hac e Gole.

◄   Ar C’hornif. Al Labourer hac e Gole. Ar Satyr hac ar Paysant.   ►



FABL 105.


Al Labourer hac e Gole.


D’eul labourer voa eur c’hole
Hac e staga ne andure.
Evit ampech ne vroche qet
Eur finesse en deus sonjet ;
Gant eun esqen dont d’ho zroc’ha,
Goude qement-ze d’e staga.
Deus an arat e voe staget
Evit ampech ne ruje qet,
Ma c’hell e arat dizourci
Pa ne aille ar c’hole sqeï.
Gant e dreït ne voeje qet
Hac e gerniel a voa troc’het ;
Mæs en obstant, da gement-ze
Atao e re goassa aille,
Ma taule poultr adrèn da vad
Leïs e c’heno ha daou-lagat.

Sans moral


Bea so cals a dud dies,
Dificil bras da lacqat êz :
N’e qet facil treti gante,
En giz ebet douçzâd ane.


————