Ar C’hy hac an Ijen.

◄   Al Louarn hac ar Bley. Ar C’hy hac an Ijen. Ar Bley hac ar Chas.   ►



FABL 68.


Ar C’hy hac an Ijen.


Eur c’hy a voe gourveet
En craou an oc’hen da gousqet.
Dont a rê joaus an ijen
Da esse dibri eus e foen ;
Ma scoë anezàn ar c’hy
Evit en empech da zibri.
Maleur, eme’n ijen, varnout
Dre an avi a so ennout.

Eus ma ampech da zibri foen
Ha te ne zebres bruzunen.

Sans moral.


Cals a dud a so chagrinus,
Deus mad ho nessa avius :
Qement eo ho speret mechant
Ne ellont qet beza contant
Ha deze ne servichfe qet
Dre ar reson ma zeint loenet.


————