Eur geillenen en e frofit
A gue er poutouarniat qig.
Ar fumezon e c’hentouffe,
Ha dei e-unan e lare :
Qement m’eus debret hac efet
Hac er pod-màn en em blonjet
Ma rencqan marvel rassazi,
Saoul a botach mar deus hini.
Sans moral.
Ar geillenen a zinifi
Gant volupte meur a hini,
Dre ho dibri hac effajo,
A deu da bressi ho deyo,
Hac e finissont ho bue
Assambles gant ho c’harante.