Gant ar zec’het eur verienen
Da gaout eur feunteun e tisqen ;
Ha pa c’hoantez mont da effa,
Dre valeur enni o quea.
Eur goulm voa presant o velet,
Enno er voeen o zellet
Pehini voa a uûs an dour ;
Hac hi, o sonjal e zicour
Demeus an danjer-ze presset :
Ma torras eur brancq gant e beg ;
Lacqât anezàn da guea
Justamant en andret ma voa,
Hac evel ze deus an danjer
En em denn brao bras a affer.
Eur finot a lapoucetaër,
Gant e ardo evel al laër,
A stign e laç a re e goulm
En rezon da dapout ar goulm.
Ar verienen p’e deus guelet,
So ennàn manific croget.
Al lapoucetaër a zistro
Da zellet, ha lêz e laço.
Ar pichon neuse, effrayet
Gant an drouz, a so partiet
Qement-màn a zisquel er fat
Al loen memeus ne qet ingrat :
Evel-ze eur mad recevet
Ne ve cazi james collet,
Pe nìn recevo en douar,
Pe autramant ebars er gloar.