Eur glesqer a laca e fenn
Bea qen teo hac an ijen ;
Ma commanças d’en em c’hoëzi,
Hac e mab lavaret dezi :
Lest ho c’hantrepris direzon ;
N’en deus qet a gomparezon
Entre’r glesqer hac an ijen :
Eur zotis eo dec’h e gompren.
Ma en em c’hoez a neve flam.
Ar mab a grias : ô ! ma mam,
Hac e creufac’h var ar blassen,
N’efet james dreist an ijen.
Qement neuse en em c’hoesas,
Ha zouden eno e creuvas.
Darn eus an dud so caër ha coant
A darn-all a so puissant ;
Dam ho deus sqient ha furnes,
Darn-all ho deus pinvidiges.
Pep-hini ac’hanomp a gle
Contanti deus e galite.
Da gompagnon so caër formet
Ha te a so pur a speret,
Ha dre ze bezomp courajus
Hep beza james avius,
Rac caliteo mad ar bed
Ne vent oll da unan roët.