Société de la Presse catholique, 1900  (p. 131-133)



AR GOABREN ZU


————


Sell ’ta, Guillou, sell ’ta du-hont
Na pebez goabren zu o tont !
Me a glaoustre ’zo goall gelou
Gant houn-nez e’n he bouellou !
Ia, houn-nez ’zo tan ha kazerc’h
Pe n’e ket me Kolaz.
Allas ! Allas !
Guinis, segal, nag hei, na kerc’h
Ne joumo netra var he lerc’h !
Ma ne d-eomp ket oll da anaon
E tizec’himp, sur, gant an naon.
Ia, d’ar bloa man, ia, ia en eun tol, ha raktal,
E z’eo great dehomp hor stal.
— Ha ! ha ! eme Willou
Leiz e vegin
O c’hoarzin,
Setu aze, avad, marvaillou !
Evid-on-me, ne velan ket perak
’Ve gant houn-nez kement all a strak.
Houn-nez ? glao ’zo gant-hi
Me lavar ; ha vad a rei
D’ar guiniz, d’ar zegal, d’ar c’herc’h, d’an hei.

Hanter muioc’h e’r parkeier,
Hanter muioc’h e’r foenneier !
Peadra da gass d’ar marc’had,
Peadra e’r gear da chokad ;
Foen d’ar chatal ha dru ha dizale ;
Bara guiniz d’hor bugale !
Setu aze ’vad ar marvaillou
Hag a blij d’ar paot Guillou !
— Pa lavaran d’id, eme Golas,
Houn-nez kazerc’h eo a daolo !
Hag hen ho krena he ziouskouarn :
Kazerc’h ru, evel na velaz
Den biskoaz ;
Bremaik te a velo !
— Me lavar, me, eo glao eo a vezo,
Hag ezom braz a zo !
Eme gerkent ive ar paot Guillou,
Hag hen kerkoulz, savet var he gillou.
— Me ’ ]avar kazerc’h. — Me lavar glao !
Kazerc’h alesse ha glao ac’hann…
Evit mirout ne zafche kann
Mamm goz a ziguezas brao.

« E’n han’ Doue ’me-z-hi,
Lezit ho trouz hag hoc’h arao,
Pe gazerc’h pe c’hlao,
Petra-ze ? ne dal ket grosmoli !
Bolonte Doue hezct gret… »
Rezoun en doa ’r vamm goz, rak setu ama ’r fêt ;
Eun taol avel a c’houezaz
A berz Doue hag a boulzaz
Ar goabren zu adrenv
E’n tu all d’an Env ;
Ha brao
N’oue na kazerc’h na glao.