Ar c’hiz ’zo, e n’out pet parres,
Etouez lod merc’hed,
Da vont d’an davarn, bep sulvez,
Koulz ha lod goazed.
Gant ar vez ! merc’hed dispar,
Guiskit eur bragou,
Evit pa druillo ar c’har
Kuzed ho pensaou.
Marc’h a zoug re bounner sac’had
A blego dindan ;
Merc’h a gar dougen chopinad
En em gavo goan.
Ar chist a gouez e’n divesker,
Hag an treid a vank ;
Braoa tra gueled va c’hommer
O ruilla er fank.
Klaskomp eur zac’h ha dastumomp
Ar c’hoz anduillenn,
Choum a ranko ma n’he dougomp
E kreis ar vouillenn.
Lod plac’hed yaouank, a zo kaerroc’h,
A ia d’ar c’hafe ;
Ar guin-ardant, mar plij ganeoc’h
A deu goude-ze.
Perag e tre darn priedou
E fuil ar guden ?
Ar c’hreg goude re gorvajou
A dor he neudenn.
Avalou put, hirio, a weler
E meur a vezen !
An davarn e-leac’h an Aoter
Eo a ra ’r c’hrefen !
Setu ma zon ! guelit, merc’hed,
Ar guir a lavar.
Darn ac’hanoc’h, me a ziskred,
A jommo bouzar.
Kaer ho po, merc’hedigou
Evit brao n’e ket
Mont a ruil gant an hentchou
Eb bragou ebet.