Ar Gommunion da Basq

L. Prud’homme, 1817  (p. 181)


Communia da Basq.

Er memes Concil a Latran eo ordrenet penaus ar bobl fidel en em applico da accomplissa ar binigen a vezo roet deze, ha da receo gant respet, da vianàn da Basq, ar sacramant adorabl eus an Auter. Obliget eo eta pep Christen da gommunia da Basq en e Barous ha non pas en plaç all ep permission ar pastor legitim. Ar vugale evit communia a dle cavet voar dro an oad a daouzec vloas, bezàn instruet mad ha parfæt. Piou benac a gommuni indignamant, na accomplis quet gourc’hemen an Ilis, peini certen na ordren quet an horruplàn sacrileich. Coms a refomp c’hoas eus ar govision hac ar gommunion, en articl ar sacramancho.