Le Dault, 1950  (p. 131-135)





Ar Manac’h


Goude beza bet seiz vloaz en e vanati, ar manac’h yaouank-mañ a voe roet koñje d’ezañ da vont da welout e dud. War e droad e rankas mont, rak an dra-mañ a oa en amzer goz. Mintin mat e yeas en hent, ha kerzout a eure a-hed an deiz. Deuet an noz du warnañ, edo e-kichen eur maner. Hag heñ mont tre er porz. Hag e voe digemeret mat gant an aotrou.

Paotr koant e oa ar manac’h, ha merc’h an aotrou a grogas ar big en he skouarn kerkent ha m’her gwelas. Aoza a reas eur goan vat d’ezañ, e c’hellit kredi.

Aet an dud da gousket, e yeas ar plac’h yaouank neuze d’ar gambr e-lec’h m’edo ar manac’h. Hag hi d’ezañ :

« Dilezit ho manati, ha dimezit ganin. Pennhêrez oun, ha va zud a zo pinvidik bras. »

« Na livirit ket ar seurt traou-ze d’in, » eme ar manac’h, « Eureujet oun a-benn vremañ d’ar bennhêrez ar goanta, ar wella hag ar binvidika a zo. Eureujet oun d’an Itron Varia a zo va Mestrez ha va Rouanez. Biken n’em bezo pried-all nemeti. »

Hag hi kuit neuze, o welout na dalveze ket ar boan d’ezi aspedi…

Eur plad aour flamm a zo en ti, hag eur soñj diaoulek a zeu en he fenn. Eur pennad da c’houde, pa gav d’ezi e kousk mat ar manac’h, e ya adarre d’e gambr da lakaat ar plad d’ezañ en e val.

« M’ho tesko, » emezi, « d’am dispriza ! »

Antronoz-vintin, gwener anezi ha deiz yun, e ya ar manac’h kuit hep dibri begad.

« Ne da eskenn ganeoc’h ! » eme ar plac’h yaouank « Gortozit ! M’hen talvezo d’eoc’h c’hoaz ! »

Hag hi ha lakaat eun tamm kig en e c’hodell, hep gouzout d’ezañ.

Pa soñj d’ezi emañ pellik ar manac’h, e ya da gavout he zad.

« Tad, » emezi, « ar manac’h a zo bet amañ en noz-mañ n’eo ket eur manac’h eo sur, eun den fall ne lavaran ket. Ar plad aour a zo aet gantañ, hag er mintin-mañ, gwener koulskoude, en deus kemeret ar c’hig chomet en e zilerc’h dec'h da noz. »

Kredi a ra an tad e verc'h, hag heñ ha sternia e varc’h dioustu, hag en hent. Tapet ar manac’h gantañ, e stag e zaouarn d’ezañ hag e tigas anezañ d’ar maner.

« Me grede d’in, » emezañ, « e oas eun den mat, padal ne dout nemet eul lampon ! »

Ha kerkent eo kaset ar manac’h dirak ar varnerien, hag eo barnet ganto da veza krouget.

« Laer e vadoberour a zo boued c’houek d’ar groug ! » emezo.

A-raok beza dibradet war-bouez e c’houzoug, ar manac’h a c’houlenn komz ouz ar bobl bodet dirazañ. Asanti a ra ar varnerien. Hag heñ ha lavarout eo eur manac’h a oa o vont da welout e gerent, met emañ c’hoaz pell diouto. O veza baleet eun devez penn-da-benn, e kavas goudor, ha boued ivez, e ti an aotrou a damall anezañ da veza laeret ar plad aour diwar e goust.

« Mar d-emañ ar plad em sac’h, » emezañ, « n’eo ket ganin eo bet lakaet ennañ »

« A zo aes da lavarout, » eme ar varnerien, Gant piou eta eo bet lakaet ennañ ? »

« N’oun ket evit lavarout d’eoc’h. Met, mar karit va selaou, e livirin, dres ha dres, kement a zo c’hoarvezet. Debret va c’hoan ganin, en neizour, ez is d’ar gambr en devoa bet an aotrou ar vadelez da rei d’in. Eur pennad da c’houde, e klevis an nor o tigeri, hag e verc’h a zeuas d’am c’havout. »

« Dilez da vanati, » emezi, « ha dimez ganin. »

« Ne c’hellan ket, » a respontis d’ezi.

Mont a eure kuit neuze, droug enni. Ha me a soñj eo hi he deus lakaet ar plad aour hag ar pesk em sac’h.

« O ! » eme merc’h an aotrou, « n’eo ket eur pesk eo a oa en ho sac’h en deiz-mañ. Kig ne lavaran ket. »

« Kig da wener ! » eme ar varnerien. « An den digristen. »

« Kig a zo lakaet em sac’h marteze, » eme ar manac’h, « eur pesk avat eo am eus kavet ennañ. Gwelout a c’hellit, n’em eus debret griñsenn hirio c’hoaz. An aotrou a oar mat kement-mañ, rak n’edon ket eun hanter kard-eur diouz e vaner p’oun bet paket hag ereet gantañ. »

« Gwir eo, » eme an aotrou.

« Digorit ar sac’h, » eme ar varnerien.

Hag ar boureo a ziskoulm anezañ hag a gav ar plad aour hag eur pesk, tamm kig ebet avat. Hag ar varnerien neuze :

« Ar plac’h fall ! Ar c’haouierez ! D’ar groug ! Ar manac’h a zo divlam. Mont a c’hell gant e hent. »

Mont a ra kuit raktal ivez avat. Ar gorden a zo lakaet en-dro da c’houzoug ar verc’h, hag hi d’ar manac’h :

« Ma ! n’eus forz ! Me a felle d’in kaout ac’hanout d’in, ha d’in e vezi beo pe varo !… »

Hag ar manac’h da gavout e gerent. Tremenet eun tamm amzer gantañ en o ser, e kimidias da vat diouto. Kaset eo goude-ze gant an tad manac’h da sevel eur gouent nevez. Mont a ra raktal. Eun aotrou, perc’henn da zouarou bras, eo a roe douar ha peadra da sevel ar manati.

Edo gantañ en e liorz o kerzout dre ar baliou, bleuniou a bep tu d’ezo, pa welas eun itron wenn o tont war-du ennañ. Pa voe hi dirazañ, e tic’halas eur javedad gantañ, ar manac’h kaez ! Hag e tec’has buan.

« Piou eo an itron-se ken divergont ? » eme ar manac’h d’an aotrou.

« Pe seurt itron ? » eme hemañ.

« An itron wenn am eus bet eur flac’had diganti. »

« N’em eus gwelet itron ebet : trouz ar skouarnad am eus klevet avat. »

« Dre amañ eo aet kuit. »

« Kit da welout piou eo, tad ; n’he anavezan ket. »

Hag ar manac’h da vont. Eur pennadig ac’hano e wel adarre an itron. Houmañ a zeu dioustu d’e gavout, o komz flour ha tener, hag o vriata anezañ. Hag e pok d’ezañ endra ’c’hell… Pa ’z eo skuiz, e lavar :

« Hañ ! n’em boa ket lavaret d’it e vijes d’in beo pe varo ? Me eo ar verc’h he flad aour hag he zamm kig aet da besk. D’in a oas ! d’in e vezi ! D’an ifern e teui ganin ! hag eno e vezimp e-pad an holl amzer ! »

Pokat a ra c’hoaz d’ezañ hag e ya kuit. Sempla a ra ar manac’h.

« Daonet oun ! daonet oun ! » emezañ.

Hag heñ neuze mont da gavout an tad manac’h ha displega d’ezañ ar pez a zo digouezet gantañ. Setu ma lavar an tad :

« Ya ! daonet out da viken ! Ne vezo baradoz ebet evidout morse ! »

« Daonet oun ! » a skrij ar manac’h.

« Ya ! daonet out ! nemet ober a rafes kement-mañ : Kemerout a ri eur c’hlochedad nadoziou da wriat dantelez flour. Goude-ze ez i d’an aod, hag eno e kavi eur vag. Mont a ri enni, ha yao war ar mor. Bep tri droatad ha tregont a ri (en enor da oad Hor Salver benniget), e taoli eun nadoz en dour. Hag e stlapi anezo e-giz-se, an eil war-lerc’h eben, betek an diweza. Ma n’out ket evit ho dastum holl da c’houde, hag ho digas d’in amañ, out sur da veza daonet. »

« Neuze avat oun daonet ! »

Mont a eure memes tra d’an aod. Kavout a reas eur vatimant, hag heñ enni. Teurel a reas e nadoziou e-giz ma oa lavaret d’ezañ ober. Neuze avat e voe nec’het. Dastum an nadoziou, ne dalveze ket ar boan klask hen ober. Hag heñ lakaat ar stur war-du an douar. Tapet douar gantañ, e vale betek an noz. Neuze edo e-tal eur c’hoad bras. Gwelout a eure goulou e-kreiz etre ar gwez, hag heñ war-du ennañ. Daouzek plac’h yaouank a gavas en eun ti, o tomma e-kichen eun tantad-tan. Hag heñ goulenn eun tamm bara diganto, en an’ Doue. Hag e voe aozet koan d’ezañ.

E-keit ha ma tebre, e kontas e zoare d’ar merc’hed hag ar binijenn en devoa da ober.

« Doue ra vezo ganez ! » emezo. « Eur binijenn galet eo da hini avat ! »

« Ya ! siouaz ! ha biken ne zeuin a-benn anezi… Daoust hag anavezout a rit unan-bennak hag a zisammfe ac’hanoun eus va fec’hedou ? »

« N’ouzon dare hag aes eo ! » eme unan eus ar plac’hed… « Bemdez e teu eur beleg da lavarout an oferenn d’eomp amañ, eun tammig a-raok kreisteiz. Ma ne c’hell ket ar beleg-se kelenn ac’hanout, gwaz a ze evidout ! »

Ar manac’h kaez a oa skuiz hag a gouskas c’houek, na petra ’ta ? ker mat, zoken, ma ne zihunas ket antronoz a-benn an oferenn. Ankeniet e oa o c’houzout na welje ket ar beleg an deiz-se, rak, pa veze lavaret e oferenn gantañ e yae kuit. Ha neuze, gant aon da chom kousket en deiz war-lerc’h adarre, e kemeras eun oged, hag e c’hourvezas warni. Kousket a eure memes tra ker mat, ma oa graet ouspenn an hanter eus e dro gant an heol pa zihunas. Ma oa bet enkrezet en derc’hent, ar wech-mañ e voe gwasoc’h c’hoaz. Daou zevez en devoa kollet, hag ar merc’hed a lavare d’ezañ :

« Ma ne welez ket ar beleg warc’hoaz, ez eus eun den kollet ac’hanout ! »

Kemerout a reas spern begou lemm neuze ha, noaz-pilh, e kouskas warno ! Ar wech-mañ e tivorfilas abret a-walc’h justadik : edo ar beleg gant an Ite, missa est.

Hag ar manac’h d’e gavout ha da zisplega e dro d’ezañ.

« Warc’hoaz, » eme ar beleg, eur sant anezañ, « kae d’ar ru-mañ-ru ; eno e kavi eur varc’hadourez pesked. Ar pesk kenta a weli ganti, kemer anezañ. Pemp gwenneg a c’houlenno diganez evitañ. Dal amañ ar pemp gwenneg a roi d’ezi. E kof ar pesk-se emañ an nadoziou taolet ganez er mor.»

Hag ar manac’h da vont, kemerout ar pesk ha rei e bemp gwenneg evitañ. Ennañ e kav e nadoziou : ne vanke nikun.

Hag heñ, herra ma c’hell d’e vanati.

Souezet e voe an tad manac’h ouz e welout ker laouen hag an heol.

« Digouezet out ? » emezañ. « Ha da binijenn ? »

« A zo graet. Setu amañ an nadoziou. Hag e lavar kement a zo bet c’hoarvezet gantañ. »

« Va fec’hed a zo gwasoc’h eget da hini ! » eme an tad. « Mont a ran da glask an absolvenn anezañ. E keit-se, te a vezo mestr amañ. »

Da gavout ar Pab e yeas an tad manac’h. P’en devoe klevet, e komzas an tad Santel evel-hen :

« Evit kaout ar pardon, grit hoc’h-unañ ar pez ho poa lavaret d’ho manac’h ober. Hennez a zo eur sant a zen. It, ha na bec’hit mui ! »

An tad manac’h a yeas. N’eo ket bet gwelet abaoe avat, hag e vanac’h a zo chomet da vestr en abati.

Ar Bobl,
here 1905.