Paour e oa Yann, ha Janed, e wreg. N’en devoa seurt nemet ar pez a c’houneze bemdez, hag ar pez a c’houneze ne oa ket brazik, pell ac’hano. E vicher ne dalveze ken da netra d’ezañ : potennou a c’hiz nevez a oa deuet, hag ar re n’o c’hemerent ket a gave a-walc’h kaout eur prenn-koad. Ha Yann da zevezia neuze.
Eun devez bennak, n’ouzon dare peur, e troas en e benn mont d’eur vro-all. Hag heñ da lavarout kenavo d’e wreg, hag en hent.
O tremen war eur pont, e voe darbet d’ezañ koueza ; hag heñ, neuze :
« Kenta tro ma tremenin war ar pont-mañ, ra vezo gweet va gouzoug d’in gant an diaoul ! »
Digouezout a reas a-benn eur frapad e kêr ar Yeoded. Hag heñ da vevel. Pevar bloaz e chomas eno, ha neuze e lavaras d’e vestr :
« Mont a ran bremañ d’ar gêr da welout va gwreg. »
« Ma ! » eme ar mestr, « gwaz a ze evidoun ! Dal amañ ar pez a zo d’it ; gounezet mat ac’h eus anezañ. Yec’hed mat d’it. »
« Ha d’eoc’h, mestr. »
Ha Yann a sko war-du ar gêr.
Digouezet en eur c’hroazhent, e kav eur paour-kaez dall koz hag a c’houlenn an aluzen digantañ.
« Doue d’ho pennigo ! » eme ar paour.
« Doue hag ar Werc’hez d’ho tiwallo ! » eme Yann.
« Pelec’h oc’h bet ? »
« E kêr ar Yeoded. »
« Neuze ez eus eun dra bennak ganeoc’h. Roit eur pezig d’in, en an’ Doue. »
« Dalit, » eme Yann.
Hag e ro unan eus ar c’houec’h pez ugent real a oa gantañ. Tregont lur en devoa bet evit e bevar bloaz ; maget ha gwisket e oa ivez.
« Bennoz Doue d’eoc’h, Yann an alc’houezer, » eme an den dall. « Petra ’fell d’eoc’h da gaout evit an ugent real am eus bet diganeoc’h ? »
« N’eus forz petra am bezo diouer anezañ, me a c’houlenn ma vezo em godell arc’hant a-walc’h d’e brena. Ha n’eus forz petra a raio diaes d’in, me a c’houlenn gallout lakaat anezañ er voutailh-mañ a zo ganin em dorn. »
« Mat sur ! » eme an dall.
Yann a skamp hent adarre. En eur c’hroazhent-all, setu eur paour c’hoaz.
« Doue ra vezo ganeoc’h ! » emezañ da Yann.
« Doue hag ar Werc’hez ra vezo ganeoc’h ! » a respont hemañ.
« Pelec’h oc’h bet e-giz-se ? »
« E kêr ar Yeoded. »
« Neuze ez eus eur gwenneg bennak ganeoc’h. Roit unanig d’in anezo, en an’ Doue. »
« Dalit. Setu amañ ugent real d’eoc’h. »
« Bennoz Doue, Yann an alc’houezer. Petra ’rafe plijadur d’eoc’h da gaout ? Me hen roio d’eoc’h. »
« N’eus forz piou a rafe droug d’in, e karfen beza gouest d’hen lakaat em sac’h, ha gellout e zerc’hel ennañ e-keit ha ma plijo ganin. »
« A vezo graet hervez ho c’hoant. »
Ha Yann a ra eur flipad hent adarre. Hag e kav eur paour-all en eur c’hroazhent.
« Setu an trede, » emezañ. « Dre chañs, n’eus kroazhent ebet ken ac’han da zu-mañ. Paneve da ze e kavfen peorien-all c’hoaz, hag e yafe va arc’hant holl ganto. »
« Bennoz an Dreinded warnoc’h ! » eme ar paour.
« Doue hag ar Werc’hez Vari r’ho pennigo ! »
« A belec’h e teuit ? »
« Eus kêr ar Yeoded. »
« Roit an aluzen d’in, en an’ Doue. Arc’hant hoc’h eus hep mar, peogwir emaoc’h o tont eus kêr ar Yeoded. »
« Daou baour-all am eus kavet war va hent, ha bep a ugent real o deus bet diganin. Dalit amañ ugent real d’eoc’h ivez. »
« Bennoz Doue d’eoc’h, Yann an alc’houezer. Petra ho pezo diganin-me ? Ar pez a ray vad d’eoc’h. »
« Feiz ! » eme Yann, « pa edon er gêr du-mañ, ne c’hellen kaout aval ebet eus ar wezenn a zo a-dreñv va zi. Bremañ peogwir emaoun o vont d’ar gêr, e c’houlennan ma vezo paket, er faout a rin er wezenn, kement hini a glasko laerez ac’hanoun. »
« Mat tre, » eme ar paour.
« Ma ! » eme Yann outañ e-unan, « fentus a-walc’h eo memes tra e vefen-me anavezet ker mat gant an holl, ha n’oun ket evit anaout nikun anezo. »
Ha dao gant an hent c’hoaz. Digouezout a ra dizale gant ar pont e-lec’h ma oa bet asoupet pevar bloaz kentoc’h, soñj hoc’h eus. Unan a zo eno en e sav. Piou eo, a gav d’eoc’h ?… an Diaoul !
« Piou out ? » eme Yann d’ezañ.
« Kripi goz. »
« Ha petra ’c’hortozez aze ? »
« Te da-unan ! »
« Me ? »
« Ya ! Ankounac’haet ac’h eus eta ? Me a zo o vont da zigas soñj d’it, en eur wea da c’houzoug d’it, evel m’az poa lavaret d’in ober, pa oas kouezet amañ en eur vont da gêr ar Yeoded. »
« E feiz, gwir eo. »
« Rak-se oun deuet da vrevi da c’houzoug ouzit ! »
« A gav d’it e ri ? »
« A rin ! »
« Gra ’ta da welout ! »
Hag an diaoul da vont war-du Yann.
« Em sac’h ! paotr e gerniel ! » eme Yann d’ezañ.
Hag er sac’h e rankas Paol mont, kaer en devoe. Yann a oa mestr d’ober an dra-ze d’ezañ, hervez komz unan eus ar beorien digouezet gantañ.
Setu sammet an diaoul war skoaz Yann. Digouezout a ra dizale e-kichen eur poull-kanna. Gervel a ra ar gwelc’herezed.
« Deuit amañ, ha skoit war va sac’h gant ho kolvizi. Ugent real ho pezo etrezoc’h. »
« Hag ez eomp a galon vat, » eme ar plac’hed.
« Darc’haouit start avat ! »
« O ! nonde ! » eme ar merc’hed. « Kaletoc’h eo ar sac’h eget an diaoul beo e-unan, sur mat. »
« Hag an diaoul e-unan eo a zo ennañ. Gant-se, lakait eol gant ho tivrec’h dizamant. »
Hag e tornont an diaoul ken ez eont skuiz. Ha Yann a daol hemañ war e gein adarre, hag a gerz ken a zigouez e-tal eur c’hovel.
« Houarner ? » emezañ.
« Petra ? va den mat, » eme hemañ.
« C’hoant hoc’h eus da c’hounit ugent real ? »
« A blijfe d’in, e c’hellit kredi. Ne gavan ket kement-se bemdez e karn troad loen-kezeg ebet. »
« Mat. Kemerit eun horz pounner, ha skoit gwella ma c’hellot war va sac’h. »
« Kement-se n’eo ket diaes d’ober. Lakait anezañ war va anneo. »
A-benn eur pennad, setu heñ :
« Mantrus eo ne vefen ket, gant ar morzol-mañ, evit plada ho sac’h. Kaletoc’h eo eget an diaoul. »
« An diaoul, » eme Yann, « eo a zo ennañ ivez. »
« Neuze avat, » eme ar marichal, « e c’hellan beza didruez ! »
Hag e sko, hag e sko endra ’c’hell, kement ha ker buan ma toull ar sac’h gantañ. Sellout a ra dre an toull. Lagad Satan a wel o lugerni. Tapout a ra neuze eur skod-tan hag e plant anezañ, en e lagad d’an diaoul. Abaoe n’eo ket bet gouest Paol goz da veza dibikous !
Ha Yann a samm an diaoul adarre. Met Satan, ar c’hompaer, a rog ar sac’h dre an toull graet gant ar marichal. Ha yao ! er-maez, hag e tec’h kuit d’an daoulamm ruz, re-bar d’eur c’haz skaotet.
Ha Yann d’ar gêr gant ar pez ugent real a chome e-unanik gantañ. Digemeret mat e voe memes tra gant e Janedig ker.
Tri miz goude, setu an diaoul o tont d’e gavout.
« Ret eo d’it dont ganin, Yann. Lavar da bater mar karez. Me a zo o vont da laza ac’hanout, ha truez n’am bezo tamm ! »
« Mont a ran ganez, » eme Yann. « Koulskoude, bez paotr mat eur wech ivez ; ro amzer d’in betek warc’hoaz. Te a gav d’it na gavin ket diaes kuitaat va gwreg ? Lez ac’hanoun eur pennadig devez ganti c’hoaz ! Neuze avat ez in dichipot ganez. »
« Lampon a zo ac’hanout ! Dioustu e teuï ganin, ha n’eo ket warc’hoaz eo ! Mall am eus da rosta da beñsou eun tammig bihan d’it ! da baea ac’hanout ivez evit da drubarderez. »
« Me, trubard ? Onestoc’h egedoun n’eus ket. Ha mont a ran neuze. Tap eun aval d’in, da vihana, m’am bezo eun tamm nerz d’ober hent. »
« Memes tra, » eme an diaoul.
Ya met an diaoul eo a zo tiet : n’eo ket evit diskregi diouz ar wezenn. Seiz vloaz e chomas eno, ha chomet e vije c’hoaz m’en divije lakaet Yann eun tammig bihan muioc’h a evez. Eun devez ez eas d’al liorz da zastum koad sec’h evit e Janed. Ha petra ’reas ? Diskolpa ar skoultr faoutet, distaga anezañ diouz ar wezenn. Hag an diaoul a voe dishual adarre. Hag heñ raktal :
« Bremañ avat, Yann, gra da bedenn ziweza ; emaout o vont dioustu ganin. »
« Memes tra. Mar karit, koulskoude, ec’h evimp bep a vanne a-raok, »
« An dra-ze a ray vad. Kraz a-walc’h eo va c’horzailhenn, keit-all ’zo n’em eus bet beradenn ebet. »
Hag int en ti. Janed ne oar ket piou a zo deuet gant he fried ; rak an diaoul ne c’helle beza gwelet nemet gant Yann hepken. Goullonderet (goulloet) ar voutailh, an diaoul a zo o vont da lammat ouz gouzoug Yann.
« Hep ! Hola ! » eme Yann. « Kae er voutailh bremañ pa ’z out ken dizonest-all. »
…Seiz vloaz da c’houde, Janed a gouezas klañv gant ar boan-vugale. Eur paotr he devoe. Met ezomm a voe da gaout eur voutailh da lakaat n’ouzon dare pe seurt louzou eviti. Ha just e voe kemeret ar voutailh edo an diaoul enni. Distanket warnañ, hemañ a voe mall gantañ tec’hout hep lavarout tamm kenavo da zen.
Eur paeron a ranke Yann da gaout ivez, evel just. Hag heñ da glask unan. Met eun den leal a felle d’ezañ. Kenta hini a zigouezas gantañ a oa Doue.
« Bennoz d’it, Yann, » emezañ.
« Ha d’eoc’h, aotrou. »
« Da belec’h ez ez e-giz-se ? »
« Da glask eur paeron d’am mab ez an, aotrou. »
« Mar karez me a yelo. »
« Ha piou oc’h-c’houi ? aotrou. »
« An Aotrou Doue. »
« Neuze, ne viot ket paeron d’am mab, rak c’houi n’oc’h tamm leal ebet : da lod e roit a bep seurt poaniou ha da lod poan ebet. Kenavo. »
Eur pennad da c’houde, Yann a welas eun den, tamm kig ebet war e eskern.
« Salut d’it, Yann, » emezañ.
« Ha d’it. Piou out ? Treut out da vihana. »
« N’eo netra eston. Me eo an Ankou. Da belec’h emaout o vont ? »
« Da glask eur paeron d’am mab. »
« Mar karez me a vezo. »
« Leal a-walc’h out ? »
« Me ’gav d’in, sur. An holl a zeu ganin. »
« A zo gwir avat. »
« Lavar da bater, rak da dro a zo digouezet. »
« Goude ar vadeziant, Ankou kaez. »
« Memes tra. »
Badezet ar bugel, Yann a voe sammet gant an Ankou. N’ouzon dare etrezek pe du ez eas gantañ avat, pe war-du ti Doue, pe war-du ti an diaoul…
An hini en deus c’hoant da c’houzout n’en deus nemet mont da welout.
Ar Bobl,
here 1905.