AR MARC’HADOUR BONEDO KOTON
Eur marc’hadour yaouank a ye dre ’n Amerik,
War e gein eur valisennik
Leun-tenn a vonedo koton ;
En e zorn eur vaz tenv, hag ekreis e galon
Eun tammig lorc’h, gant eur joa don,
O sonjal ’teufe da vea
Eun de, war bouez labour hag amzer, pinvik-mor :
Rak labour hag amzer ne reint, na petra ’ta ?
’Met kriski-kriski an tenzor
A zant, pellik zo, bep ma ha,
’Chech ponneroc’h war e ziskoa ;
Hag en devo ’n dudi neuze, hag an enor
Da zouten, d’e dro, e gerent
O deus ’vitañ poaniet kement…
Pa n’oa sonj d’añ nemet da vad,
’Stase, oc’h heul seder e hent.
An noz hen zoupren ’bars eur c’hoad.
Goude ober eun tam peden,
Skwis-divi, etal eur ween
War ar yeod ’n eih led da gousket
Hep golc’hed na matalasen :
Pa ne oa ket, ’renke tremen ;
Hep matalasen na golc’het,
’Wit dilhad-noz, ne larañ ket :
Dious e bakad en deus tennet
Eur bonet
Ha laket ’nañ klok ha kempen
War e ben.
’Vel eur bugel,
’Zo chouchet ez
En e gavel
’Lec’h hen luskel
Zioul, gant evez
Glin e vam gez,
A c’hoerz, p’ em wel
Pintet uhel
War brec’h eun el,
Setu ’n den paour
Douget pell, pell
’Bars eur vro well,
War diwaskell
Eun hunvre aour.
Pa zihun, d’antronoz-beure,
Da leoiata arre
E krog ’n e valisen. O pegen skanv eo deut,
Ha pegen treut !…
Ma Doue !
Hi zo goullo ! eul laer bennak
A zo et gantañ e zanve
P’edo e hun, laouen, war al letonen wak !
Kenavo d’e holl levene ;
D’ar gweledigezio euruz
A ziskouee d’eañ eur bed ken dudiuz !
Heñ ’zav e zaoulagad tristik, d’em glem d’an ne…
Petra ’wel tro-war-dro, er gwe ?
Toud e vonedo kes war ben peb a varmous !
Hag i ober tailho, jestro hanval d’e re ;
Krizañ o fri taltous,
Ha dougen, ’veltañ, kroec’h
Daoulagad ha divrec’h ;
C’hoarzet ’n ije aoalc’h, paneved e oall-nec’h !
Komz a ra d’e gant eur vouez dous :
— Arri so de, ’peus ken ezom bonedo noz,
Rentet ’ne d’iñ eta, mar plich ! — ’N eur yez babous
Ec’h eilgeriont d’eañ gant mil ha mil chabous
O satouilhat, dious o giz koz,
Treo a c’hragouilh, drouilh-drast, aleiz o bego zauz.
Neuze, ’vat, ’teu da valañ groz ;
Ha warne, gant eun ton grignous,
’Mañ foultradi naouspet malloz :
— ’Chan ta, chakerien trousk ! paouezet drailhañ plous,
Ha taulet ma bonedo traou !…
Ne c’houlet ket ? Arraou, treo didalve, arraou !
Arraou ! Mibien an diaoul ! Et gantañ, loened lous ! —
Krosmoladeg ’n eus ’vit respont.
Pa zonj eo goab dioutañ ’reont
Gant o gront,
’Sav e zorn sarret, d’o gourdrous.
I ra d’eañ, dioustu, kemendall, heb nep spont.
Kemer ’ra mein a vozado
Hag o zaul d’e ; hogen al laeron divergont
’Stlap outañ, diwar o branko,
Kraou koko ;
Eur grizilhad a strakl hag a ra goall-vlonso :
Ponner ha kalet e ’r frouez-hont,
Ha kals tenvoc’h ’wit kraou hon bro.
Muioc’h a zroug ’n ije bet c’hoas,
Paneved an ijin
’N oc da drei ar vilin
’Us d’e ben gant e vas
O vont, o tont mibin,
Ha skei a glei, a zeo.
Ar c’haouad-ze oe rust ha berr ;
Mes arri oa hon den, warlerc’h e fineseo,
Yannig didra ’vel ’rauk ; ’wele mann ken d’ober.
Setu heñ ’ta, en dizesper,
A ya da ziframmañ e vleo.
Neket, ’vat, eur guchennad kreo
’Zo deut gantañ ’n e zorn ; e voned koton eo.
E drubuilh
Ra d’añ skuilh
Daero puilh
A c’hlac’har
Hag a ruilh,
Gliz klouar,
War hemañ,
’N diweañ !
Neuze ’lar
O skrijañ
En eur bar
Ar goasañ :
— ’Sort ’rafen deus unan ? Tapet ’nañ c’hoas, bremañ,
Kos skraperien daonet, hag et gant ar gonnar ! —
Ha flapañ ’r boned d’an douar.
Burzud ! O joa dispar !
’N oll varmouzien a ra ’veltañ ;
Ma tisken koton dious pep bar.
Biskoas n’oa bet gwelet, dious ma kont an histoar,
Hevelep koueadeg
Bonedo klupenneg :
’Vel eur vanden evned gwenn-kann
A ruz eur pennadig, luskellet en er splann.
Hag a zeu, ’wit kemer ehan,
Da blafa ’n eun havreg ;
’Velse ’ha ’r bonedo lausket diwar bep brank
Goude troidellañ eun tam, war ’n ezen c’houeg,
Da bladañ, stank,
En-dro d’ar pautr yaouank.
— Trugare, autrone losteg,
’Meañ, o serriñ prest e dreo, a lakas klenk
En e zac’h ; trugare ! birviken n’ankoueïñ
Ar gentel oc’h ’paoues rei d’iñ,
Hag a zisplegiñ d’ac’h ’n em yez, ’rauk kimiadiñ :
’Wid ober berz, me renk
’N em drei ha ’n em zistrei
Bep tu, a zeo, a glei ;
Ha da zestum skiant
A dal mui ’wid arc’hant,
Sellet pis doareo treo, ha loened ha tud
’M e da bleal gante… Pa gaviñ-me pelloc’h
Devrezerien ’veldoc’h,
’Viñ ket sot ’vel oñ bet, pa ouveañ an trud ! —