Ar marmouz, o caout daou vian,
Dreist ordinal carie unan,
Ha biqen james ne aille
Soufr a galon vad egile.
Ar favorizet a zanç mad
Merveillusamant ha lammat :
Ne voa bouffouneri ebet
Ne vent gantàn manific gred.
Eun devez e voa ep e bar
Gant e zotis, ma tor e c’har.
An tad neuse a arruas ;
Entre e ziou-vrec’h en pacas,
Ha gant ar glac’har an devoa,
Qen start e serras varneàn
Dre ze ar marmouz malevrus
A varo evel-ze truezus.
Exordinal carantezus
Alies a ve d’ê noazus.
Ar c’hontrel, ar re a ve bed
Cruël avoalc’h gante tretet,
Guelloc’h fortunet er bet-màn
Ha memeus ar vertuusa.