N’on eus mui na bleud na brenn,
Red eo deomp guerza hon azen,
A lavare eun deis d’he vab
Eur miliner euz an dibab.
Eur miliner peurliesa,
Ne ket ijin a vank dezha ;
Evit miret na zistronkje
Ho bourrik ma ranke bale,
En em lakeont da glask ar penn
D’he gas d’ar foar soubl ha kempen.
Liama ’reont he bevar droad,
Evel eul leue pe eun danvad,
Ha neuze var bouez eur gifjen
E tougont koantig ho azen.
Kenta tremeniad ho guelas
Krevi o c’hoarzin a vennas :
« Asa ! biscoas kement all,
« Ar c’hoari nevez ne ket fall !
« Eun azen evel eur penn ier
« Krouget var bouez he zivesker !
« Ne ket nep en deus discouarn hirra
« Euz an tri-z-hont eo ’n azenna.
« Livirit din hag al loen-ze
« A ve falloc’h evit bale ? »
Ar miliner oc’h he glevet
A vel ervad eo faziet ;
Diliama a reont an azen.
Bourrig avad a gave tenn
Rankout bale goude bea bet
Evel eun aotrou bras douget,
Mouzat a ra, klem en he iez ;
Mes ar miliner ep truez
A zao he vap var gein Rouzik
Hag hen varlerc’h d’ar pilpazik.
Ep dale a varc’hadourien
E tigouez gantho eur vanden,
Unan anezho p’ho guelas
A bouez penn outho a grias :
« Ne glevez ket, potr ar bourrik,
« Re zibreder out eun tamik !
« Ar mab oc’h ober he aoutrou,
« Hag be dad o stleja boutou !
« Ne ket did e oa dlet bale,
« Ha d’as tad sevel var gorre ? »
An den iaouang a ziskennas,
Hag an hini koz a bignas.
Hogen ne dint ket eat a bell
Pa zigouez diou pe deir strinkel,
Plac’hed iaouang o tremen hent,
O vont ebiou e lavarent :
« Asa ! ma ne ket eun truez,
« Penauz e chilgam ar potr kez !
« Hag al leue braz-hont daoubleget
« Var he dorchen ha morgousket ! »
An hini koz oc’h ho c’hlevet
He gribel sounn en deus savet :
« Va merc’hedigou, it ebiou,
« Em oad-me n’euz ket mui a liou ;
« Lezit ho teod da eana,
« Pe lakit eur stagel dezha. »
Ar merc’hed-ma ne voant ket lent,
Komz a reont kement ha kement
M’en deuz otreet ar miliner
Sevel he vap var an tailler.
Glaouaerien a dremen timad
Hag en em laca d’ho goapaat :
« Penaus, n’ho pefe tam truez
« Oc’h ho pourrig, oc’h al loen kez !
« Guelit penauz ema tortet,
« Saouzanet oll ha teurc’huezet ;
« Me gred e zit gant hoc’h azen,
« En esper guerza he groc’hen ;
« Mervel a rai dindan he veac’h ! »
An daou viliner var al leac’h
A zisken d’an douar da vale
Hag ar bourrik gant he fouge,
A zao var he garniou sounn,
Hag a zirol da gana he zoun.
Set’ ama eun abaden all,
Eun aklepotik guisket fall
A gaf abeg enho adarre
Dre m’edont ho daou o vale.
« Abaoue p’eur eo deut ar c’his
« Ma za bourrig en he zivis ?
« Miliner o vresa poullou,
« Hag he loen o vont er c’houllou !
« Ne ket evelse a ra Ian
« Pa za d’ober he droiou kam.
« Ian a zao var he inkane
« Hag ar zoun hen lavar ive.
« Asa, koanta tri benn azen ! »
Ar miliner koz, skuiz he benn
O clevet kel liez a flipat
A lavar neuze evit mad :
« Mar caran-me brema zoken
« Me zento oc’h kement panezen
« A gavo pleg da bep mare
« Da c’hodisal va doare
« Da vad, da fall ma vo va brud,
« Pe a gomzo pe a vo ’n dud,
« Me rai va fenn iviziken ! »
En dro-ma, miliner, out den.
Evidoc’h-hu, grit ho tivis,
Bezit soudard, den a ilis,
It d’ar Gouent, chomit er bed
Demezit, na zemezit ket ;
Chomit er vro, chenchit carter,
Kemerit douar, cark pe vicher,
Daoust petra reot dioc’h na reot ket
Abeg enhoc’h a vo cavet.
|