An heol zo tomm, an dud zo kaer,
Al levenez a verv en êr ;
Staliou dre holl ha marvailhou,
C’hoari-gaer ha zon trompilhou ;
Ar c’hleier lâr gant o mouez don :
« Hirie ’mañ devez ar Pardon ».
Kréñv ar gôz, ruz ar c’hlipennou,
Vê rôet bec’h d’ar chopinou ;
Forz banneou jistr vê lonket,
Da forz yec’hedou vê trinket ;
Meur a gonsort, meur a vignon
A vê kavet gant ar pardon.
Dre holl e klever o kana
Gwerziou d’hon mamm Santez Anna
Ha da zent karet ar barroz ;
Dre holl e komzer ar yez koz :
Ar brezoneg c’houek ha gwirion
Vê mestr en Breiz de ar pardon.
En iliz ne vê graet ive
Man ebet deus ar c’hiz neve :
Vel gwechall, gant nerz e kaner
Ha gant fizians e taouliner
Dirak skeudenn ar zant paeron
’Vê hir e vrec’h de ar pardon.
An dud yaouank, en eur vale,
A luch an eil ouz egile :
Meur a botr a glask ar botrez
A blijfê d’ean da vestrez ;
Meur a hini ’ro e galon
’N eun tôl lagad de ar pardon.
Ha daou ha daou pa zistrôer,
Krog ar galant en disglaoier,
Eur gôz hepken a vê gantê :
Kôz divarvel ar garante,
Penn-da-benn gant an héñchou don,
O tont d’ar gêr diouz ar pardon.
Lec’h, siouaz ! er c’hêriou téñval
Ne vê med deiou livet fall
Gant ar skuizder ha gant ar boan :
Na zul na gouel, na c’hoarz na kan !
Eno ’man ifern ar galon
Lec’h ne vê kammed a bardon.
|