Dreist ar gwe galloudus hag ar c’hoajou téval,
Me gar balaneier en avel o fiñval ;
Dre greiz o rengennou balîou digoret,
Ha gwisket penn-da-benn a vleuniou alaouret ;
Pe, darôet gantê an had en e glaouier,
O son, pa ’n em stokont, vel tammigou kleier.
Me gar ar valaneg don, uhel ha ledan,
Loar splann war he gourre, tévalijenn dindan ;
Lec’h ma klever, e-pad an nozveziou klouar,
Treid noaz Kornandoned o skei war an douar.
Me gar ar valaneg hunvreüs ha distan,
Lec’h ma tizamm an dén e skuizder hag e boan.
Eno, pell diouz trubuilh ha nec’hamant ar bed,
E kan aezennou kuñv ha frealzus meurbed.
O barz, ma tigoue d’id beañ skuiz o vale,
Kê tre er valaneg, gra vel ar vugale :
Astenn d’izili paour war varlenn da vamm Breiz,
Ha kan ar valaneg a gennerzo da greiz.