L. Prud’homme, 1817  (p. 184-185)


Ar Rogationo.

Doue evit vangi ar goad eus e Verzerien, a bunissas Rom hac e Frovinço non pas epquen dre ar bresel, mæs c’hoas dre ar c’hrena douar, an tân goal. An Dauphine, surtout ar guær a Vienn a voe desolet dre gals a valeurio. Al loënet goe a deue memes en quær. En noz Pasq er bloas 469, an tân a grogas en ty quær. Saint Mamert Escop a voa en Ilis gant ar bobl, pere a sortias. S. Mamert en em brosternas dirac an Auter. Ur miracl a lazas an tân, ar bobl a retornas d’an Ilis. S. Mamert a instituas ar Rogationo pe pedenno public evit distrei coler an Autro Doue divoar ar guær valhurus-se ruyet gant goad ar Verzerien. D’ar goude e voent continuet an tri deiz quent an Asçansion. Procession sant Marc a so ive instituet evit calmi coler an Autro Doue. En deize-se quen couls ha d’ar Rogationo e rer abstinanç a guic. N’en deo quet yun, abalamour d’an amser baschal. Franç a dle o c’hober evel sant Mamert.

An abstinanç a guic da voener ha da sadorn, a observer aboe commançamant an Ilis. D’ar guener e c’henorer principalamant maro on Salver, da sadorn ar Verc’hes glorius, enterramant on Salver, hac en em breparer da celebri evel ma zeo dleet an deiz santel eus ar Sul.