L. Prud’homme, 1817  (p. 184)
◄  Ar Yun Ar Vigilo Ar Rogationo  ►


Ar Vigilo.

Ouspen ar yun eus ar C’hoaraïs hac an daouzec dezio, e heus c’hoas certen yunio comandet quent evit certen Goëlio din. Hanvet int vigil, rac gueich-all e ve tremenet en peden an noz quent evit ar Goëlio bras, ar pez a deuas da vezan un abus, hac an Ilis n’e deus conservet nemet noz Nedelec. Yun eo an deiz quent evit certen Goëlio, evit en em brepari dre ar binigen da celebri dignamant ar Goël, ha meritout protection ar Sænt en henor da bere e vent celebret. An Escop a ell lemel pe ordren yunio dreist ordinal. Obliget e voar da obeissàn dezàn mar deo heritier d’an Ebestel.