AR BLOAVEZ KRISTEN
————
N° CVII. — Ar Salver ez omp o c’hortoz.
Diskan.
Rorate, cœli, desuper, et nubes pluant justum.
- Ar Salver ez omp o c’hortoz,
Pegoulz eus lein ar baradoz
E tiskeno d’hon dizammañ
Diouz ar bec’h a dougomp amañ ?
- C’hoant-bras hon eus holl koulskoude
E parfe ’-us d’imp ar beure :
Tenval ha spontus eo an noz
Abaoe pec’hed hon tud-koz.
- O ! dont a ray hep pelldale
’Vel bugel ’-touez e vugale :
Nerz a roy d’imp ha sklerijenn,
Ma fell d’imp ober pinijenn.
- D’eun arc’hael gant Doue kaset
Betek he zi e Nazared,
Ar Werc’hez Vari respontas :
« Mat eo, Mamm ’vin d’ar Mesiaz. »
- Eur steredenn en oabl glas-pers
Etrezek ar Jude a gerz ;
War he lerc’h prinsed a-bell bro,
A weler o tont war-eun-dro.
- War Vetleem, eus an Nenvou,
An Aelez a daol o sellou :
Eur veuleudi o deus desket
Na oa ket bet biskoaz klevet.
- Krouer ar bed, c’houi adarre
Zo douget evit ho pugale ;
D’eoc’h ha da Jezuz ’n e gavell
Hon eus hast da gana Nouel.
|