- Deut, Salver ar bed, diskennit,
Ha diouz Satan Hon dizammit ;
Diskennit eus ar Baradoz,
Ni ’zo pell ’zo ouz ho kortoz.
- Graet e bec’hed, hon tad Adam
A rankas kuitaat an Eden :
Abaoe ’veltan pebez samm
N’hon eus ket ni ranket dougen.
- Raktal, eneb d’e vugale,
An diaoul a stignas e lasou,
Hag an dud dallet dizale,
A ’n em golle a-vagadou.
- War ar bed kablus, ma Doue,
An dour-beuz hoc’h eus c’houi ledet ;
Eiz den hepken en Arc’h Noe
Ouz ar maro a voe miret.
- Ha goude ken spontus kentel,
Hon tadou koz a bec’he c’hoaz.
Nag ho mouez, na kurun Babel
N’hallas o derc’hel fur, siouaz !
- En ho madelez koulskoude,
Daoust d’hon pec’hejou e fiziomp,
O kredi e teuy hepdale
Ho tourn da sevel ac’hanomp.
- Lavaret ho poa da Adam,
Gant an diaoul pa oa bet trec’het,
E teufe eur Mab hag e Vamm
Da flastra e benn milliget.
- Abaoe Abraham ez eus brud
E tle eur bugel eus e rumm
Sevel e dron e-touez an dud
Hag en-dro d’ezan o dastum.
- Moizes hag ar Brofeded
Eus ar bugel-se ’deus komzet :
E c’hloar, e vuhez hed-ha-hed
A zo bet ganto diskuliet.
- P’erruas an amzer merket,
Eun arc’hael a-berz an Aotrou
A zeuas betek Nazared,
Ha gantan eur c’haer a gelou.
- — « Gwerc’hez Vari, ’me an arc’hael,
Kemenn ’ran d’eoc’h a-berz Doue :
Genel a reot eur bugel,
Salver ar bed hag e Roue. » —
- Trugarez d’eoc’h, Aotrou Doue,
D’hoc’h ano mil ha mil bennoz ;
Roet hoc’h eus d’imp hon Roue,
N’hon eus ken netra da c’hortoz.
- Grit d’imp, ni ho ped, ma Doue,
Douja ho Mab, bemdez, bemnoz,
Ha kaout ar c’hras da vont goude
Da eürusted ho Paradoz.
|