L. Prud’homme, 1817  (p. 150)



Eus ar Scandal.

Ar scandal pe ar goal exempl a so ur muntr eus an ine. Graç an Autro Doue eo buez on ine ; mar greomp eta d’an nessàn coll graç Doue, e zomp muntrerien eus e ine. Ar scandal a so ur goms pe un action fall, pe en deus an apparanç da vezàn fall, ha dre-se a ell bezàn d’ar re-all un occasion da offanci Doue ha da goll oc’h ine. Dre exempl, coms a rer a enep ar reigion, an devotion, ar chastete, ar charite, etc. Rei a rer ali evit an drouc, pe en ordren ; an treo se tout a so pec’het a scandal. Ober a rer actiono fall en presanç re all ; quement-se so scandalus. Ar goms ne ra nemet rei mouvamant ; an exempl a draïn. Sant Paul n’en dige quet debret a guicq en presanç ar re a sonche e voa un dra difennet. Bezàn so evit guir sperejo estropiet pere a ve scandaliset dre ar pez n’en deus quet a apparanç a scandal ; hennes so ur scandal recevet ha non pas unan roet. Ur sort tud n’o deus d’en em glem nemet aneze oc’hunan. Bezomp en pep lec’h ar c’huez-vad a J. C., ha lequeomp evez da laret na da ober netra a guement a ve occasion d’en offanci.