L. Prud’homme, 1817  (p. 63-65)


Eus ar Speret Santel.

Ar Speret-Santel eo an drede person eus an Dreindet. Ar greden er Speret-Santel eo ar sujet eus an eisvet articl eus ar Gredo. Ar fe er Speret-Santel a so quen necesser evel an hini en Tad hac er Map ; n’en deo nemet un Doue gant an Tad hac ar Map, hac egal eo deze en pep tra tout. S. Pêr goude bezàn rebechet da Anani en devoa laret ur gaou d’ar Speret-Santel, a lavar eo da Zoue en deus laret ar gaou-se. S. Paul goude bezàn laret d’ar bobl a Gorinth penaus e voant an Templ a Doue, a lavar penaus ho mempro eo an Templ eus ar Speret-Santel. Er vadiziant hac ep oll invocationo eus an Dreindet adorabl, ar Speret-Santel a so ive invoquet. Santifia a ra hon ineo, rei a ra ar garantez hac ar c’hraç, evel remission ar pec’hejo. Dezân eo da henvel ha da blaci ar Vinistret evit gouvern an Ilis.

Disquen ar Speret-Santel.

Jesus-Christ, evel hon deus lavaret, a ordrenas d’e Ebestel chom en Jerusalem quen n’en dise digasset deze ar Speret-Santel. En em retira a resont evit beva er retret, er silanç, er beden. En deiz Pentecost ar Judevien, voar dro nav heur dious ar mintin, an decvet deiz goude Ascension hon Salver, e voe clevet un drous evel deus un avel tempest, peini a gargas an ty elec’h ma voa an Disquibien gant ar Verc’hes Vari. Querquent e voe guelet teodo tân, pere en em bartageas hac en em reposas voar ben pep hini. Carguet e voent eus ar Speret Santel. Rei a eure deze couraich ; etablissa a ra enne e demeuranç ; ober a ra aneze tud nevez en ur rei deze ar sclærigen a garantez Doue, a ardeur, a ners, a vertu, ii pere a voa poultron hac imparfait. Digueri a eure o squient evit ober deze compren ar guirioneo eus ar religion, ii pere a voa grosserien hac ep squient. Ober a eure deze an donæzon da goms lies a langaich ha da ober miraclo. Rei a eure deze ar buissanç da gommunica e donæsono d’ar re a gredo en J.C., pe dre an Ebestel dre o successoret, An Ebestel anflamet ar Speret-Santel, a brezegue an Aviel d’ar Judevien, goude d’an oll nationo, o sina dre ho goad an doctrin a brezeguent.

Ar Scritur sacr a ro lies hano d’ar Speret-Santel. Hanvet eo speret, furnez, comprenæson ; speret a gonsolation, avocat, speret a beden, speret principal, speret a garantez, a charite, speret a ro ar vuez, donæson. An donæsono principala eus ar Speret-Santel eo,

1°. Ar furnez, peini on distag dious an douar hac a ra dimp caret ar pez a sel Doue.

2°. Ar gomprenæson, peini a ra dimp entent ha compren ar mysterio, ar virioneo eus hon religion.

3°. An ali, peini a ra dimp choas ar pez a ra muia gloar Doue hac on silvidiguez.

4°. An ners, peini a ra dimp surmonti gant couraich ar pez en em oppos d’on silvidiguez.

5°. Ar squient, peini a ra dimp anaveout an hent hac evita an danger evit ober hon silvidiguez.

6°. An devotion, peini a ra dimp ober gant plijadur ha facilamant ar pez a sel servich Doue.

7°. Anfin dougeanç Doue, peini a ro dimp evit Doue ur garantez leun a dougeanç, hac a ra dimp cavet aon rac en offanci.

Songeomp alies er varn hac er gont or bezo da renta da Zoue. Pedomp ha goulennomp donæsono ar Speret-Santel, ha diouallomp rac en contrista dre ar pec’het.