L. Prud’homme, 1817  (p. 60-61)


Ar Varn general.

An Ælez en em discoeas d’an Ebestel en Ascension J. C., a lavaras deze penaus e tlefoa retorn voar an douar evel m’o defoa-an guelet o sevel en env. An donediguez-se eus hon Salver a arruo en fin ar bed. Doue epquen a voar an termen-se. Mæs certen eo penaus e perisso ar bed. Ar merquo eus ar fin diveza, hervez ar Scritur, e vezo, 1°. Ar bresel, ar vocen, ar guernez casi general, ar c’hrena douar, ar chanchamant eus ar saisonio hac eus an treo crouet. 2°. Neubed a fe hac a garantez etoues ar bobl ; an Aviel prezeguet dre ar bed oll, an arru hac ar bersecutiorn eus an Antechrist, an arru a Eli hac Enoch voar an douar, ha conversion ar Judevien. Ar memes Scritur santel a lavar dimp penaus an Antechrist a vezo un den puissant ha mechant, opposet da Doue ha surtout da J. C. Falveout a raï dezàn tremen ba bezàn adoret evit Doue. Ober a raï persecuti an Ilis en ur fæçon cruel ha terribl ; cals a gristetenien en em lezo da vezàn corrompet. An Antechrist a raï fals miraclo, hac a distrujo ar sacrifiç eus an Auter par-tout didan e domination. Ar bersecution se ne bado nemet voar dro tri bloas banter. J. C. en distrujo dre ur c’huezaden ha dre an eclat eus e oll c’hallout Er memes liser eus a S. Paul d’ar bobl a Dhessaloni, eo lavaret penaus quent evit ma c’harruo an Antecbrist, e vezo ur revolt vras en Ilis J. C. Cals a deuo da apostasia pe da renonç d’ar fe !…

Ar guer a Antechrist a eller da entent en diou fæçon. Da guenta, en general : evel-se e henver, memes er Scritur sacr, Antechrist an heretiquet, ar schismatiquet, ar bed memes bepret opposet da Doue ; er sans-se an Antechrist a so arru. D’an eil, e signifi an impi a beini hon deus comset : er sans-se an Antechrist n’en deo quet arru.

An daou brophet Enoch hac Eli, savet gant Doue eus an douar, ha reservet evit combati an Antechrist, a souteno a enep ar bersecution ar Judevien hac ar Bayanet. Ar Judevien en em gonvertisso, an daou brophet a vezo lequeet d’ar maro dre an Antechrist, peini a vezo confondet gant J. C. e unan, evel m’on deus-àn laret. Ractal a vezo ar jugeamant, ractal an oll a resuscito evit bezàn barnet ; dre se e comsomp amàn eus ar resurrection general, peguement benac ne ve comset anezi nemet en decvet quentel, unnecvet articl eus ar Gredo