Ar Verc’hez o c’hriat

A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 115-119)



Ar Verc’hez o c’hriat he zilis da Zant Thomaz
a Gantorbery.
————

Sant Thomas a ioa bet harluet euz he vro abalamour ne felle ket dezhan ober eun dra disleal bennag a c’houlenne roue Brozaos diganthan. Dont a reaz e Frans, hag en em dennaz e couent Pontigny, eleac’h ma chomaz eur pennad mad. Hogen abaoue meur a vloaz an Escop santel ne zouge evit guiscamant dindan nemet eur silis, ha pa guiteas Brozaoz e voue red dezhan mont en hent a drouc’h-tranch ep caout amzer da gas ganthan dillad da chench.

He siliz eta, evel n’en doa nemethan, a deuas da regi hag a iea a billennou. En em gaout a rea evelse nec’het, rak n’en doa c’hoant da ziskuez da zen he binijennou hag he baourentez.

E Cantorbery ez oa eur vaouez santel a vouie epken ar secret hag a c’hrie dezhan he silis pa veze izom ; mes ama n’en doa den da ober an tam labour-ze evithan.

Eun dervez o veza e penn an iliz ep den var he dro, setu hen oc’h azeza eno evit guelet hag hen a c’helje dresa he viscamant dindan. Hogen n’oa ket eun dra eas ; hen ne vouie nemeur griat, ha ne vouie na penauz en em gemeret na dioc’h pe benn comans. Epad ma edo en nec’hamant-ze, setu eun itron gaer, rouanez ar bed he unan oc’h en em gaout dirazhan. Ar Verc’hez a dlie gouzout ober an tam labour-ze, rak sant Jerom en deus scrifet e tlie ar bed beza barnet eun deis gant mab eur Verc’hez, eur gemenerez.

Mari a zaludaz an arc’hescop, a lavaras dezhan ne dlie ket en em nec’hi, hag erfin a gemeraz ar silis euz a dre he zaouarn, a azezaz en he gichen, hag a zresaz a zoare ar silis roget. Goude beza great an tam labour e ber amzer, e zeas kuit.

An Archescop, an daelou en he zaoulagad, hag he galon o tridal gant laouenidigez, ne c’hellaz, evit paea he vicherourez, nemet he meuli hag he zrugarecat. A benn eun nebeut goude, sant Thomaz a Gantorbery a c’hellas mont da gaout Philip, roue Frans ; hema a reaz he beoc’h gant roue Brozaoz hag e c’hellas mont en dro d’he escopti.

Ha ne deo ket eno eun histor vrao evit diskuez humilite ar Verc’hez hag ar zoursi a gemer euz he zervicherien ?

Prest goude m’oa distroet an Arc’hescop santel da Gantorbery, mam Doue a reaz eno eur burzud all. Bez ez oa eno, o tizervicha eur chapel, eur beleg iaouank hag a rene eur vuez santel, mes ne lavare morse ken oferen nemet oferen an Itron Varia. Abalamour da ze ar person canton ha beleien all divardro, a deuas d’he damal ha da zougen clem en he enep dirag an Arc’hescop. Ar beleg iaouank-ze, pa voa c’hoaz eur c’hrennard, en doa santet he galon leun a garantez evit mam Jesus, hag en em lakeas da studia en dra c’helle, gant ar c’hoant en doa da veza beleg ha da c’hellout lavaret bemdez an oferen en henor d’ar Verc’hez santel. Mes o veza studiet eur pennad, hag o santout ar garantez-ze o creski c’hoaz en he galon, ne falvezas ket dezhan gortos mui, ha petra bennak n’en doa ket c’hoas descadurez avoalc’h, e reas kement dre he bedennou, ma voue beleget. Neuze, evel m’en devoa peadra, e lakeas sevel eur chapel gaer var he zouar hag eun ti e kichen eleac’h ma en em dennas gant eur c’hloareg hag eur mevel, hag e rene eno ar vuez ar santela. He amzer a dremene o rei an aluzen hag o pidi, hag e lavare bemdez gant ar brasa devosion, an oferen santel en henor d’an Itron-Varia.

Oc’h he velet o ren eur vuez ken dishenvel dioc’h ho hini, ar veleien divardro a deuas d’he damal dirag ho Arc’hescop. Pa voue galvet dirak sant Thomas, ar beleg iaouang a lavaras dioc’htu ne lavare morse nemet oferen an Itron-Varia, hag anzao a reas zoken ne vouie lavaret nemet an oferen-ze. An Escop santel a voue souezet ; consoli a reaz ar beleg iaouank guella ma c’helle ; ne gredas ket gouscoude rei dezhan an otre da gendelc’her da lavaret an oferen, abalamour n’en doa ket a voueziegez avoalc’h. « Chomit, va map, emezhan, ep lavaret an oferen, ken na viot deut gouezieg avoalc’h evit ober an oll deveriou stag oc’h ar velegiach oc’h eus resevet.

Var gementse, ar beleg iaouank, goloet a vez, a ieas d’he chapel. Eno var an aoter en doa laket eun imach d’ar Verc’hez euz eur gened dispar. Stouet dirag an imach-ze, he galon rannet gant glac’har, e lavare : « O va mam ha va mestrez vad, gouzout a rit eo evit ho servicha em eus troet kein da oll vadou ha plijadurezou ar bed. Ne c’houlennen nemet eun dra, en em staga oc’h ho servich ; ha setu tennet diganhen an otre da lavaret an oferen, hag ouspen oun carget a vez hag a zismegans.

Grit eta brema ar pez a zere oc’h ho carantez ; grit rei din adarre an otre d’ho servicha a zo lamet diganhen. Ma na rit ket, bezit sur me a ziscaro ar chapel-ma a ioa deoc’h hag am oa savet evidoc’h.

O comz evelse e plege he benn var an aoter, hag he glebie gant he zaelou. Kerkent setu ar vam vad o rei ar goms d’he imach, hag o lavaret dezhan dre c’hinou an imach-ze : « Na vuanekait ket, ha chomit e peoc’h, va map ker ; mes it da gaout an Arc’hescob ha lavarit dezhan e secret : Setu ama, Aotrou’n Escop, ar pez ma zoun carget da lavaret deoc’h aberz an itron a deuaz, e penn an iliz, e couent Pontigny, da c’hriat deoc’h ho silis pa voac’h nec’het avoalc’h o clask hen ober. »

O clevet ar vouez-ze, ar beleg iaouang a voue estlamet. En em lacat a ra da drugarecat mam Doue, ha neuze e red adarre da di an Arc’hescop. Evel ma c’houiet e voa bet caset ac’hano an derc’hent carget a vez, ne fellet ket he lezel da vont beteg ar prelat. Abenn eun heur, eur vikel vraz o tont euz ar palez, her c’havaz eno beuzet en he zaelou, hag o c’houzout ervad e voa divlam ha direbech, her c’hasas beteg an Escop santel. Sant Thomaz hen anavezaz, hag en em lakeas da goms brao outhan.

« Kemerit oc’h amzer, emezhan, va map ; ma vank peadra deoc’h, me ho sicouro euz a greis va c’halon, rak gouzout a ran e leverer pep mad ac’hanoc’h ; ar pez avad a fell deoc’h da gaout, ne c’hellan ket hen rei deoc’h. »

Neuze ar beleg iaouang o tostaat oc’h an Arc’hescop, a lavaras dezhan en he bart he unan : « An itron a c’hriaz ho silis deoc’h e penn an iliz e couent Pontigny, eo a gemen deoc’h rei din an otre da lavaret an oferen. »

D’ar goms-ze an Arc’hescob en em daolas d’an daoulin ehars treid ar beleg iaouang, hag a roas dezhan, na petra-ta, ar pez a c’houlenne. Ouspen-ze kinnigen a reas dezhan cargou all ; ar beleg iaouang avad a lavaraz en doa avoalc’h gant he chapel, hag a zistroas da servicha he batronez santel gant muioc’h a zevosion evit biscoas.

Ar Verc’hez Vari a reas c’hoas muioc’h evithan ; digari a reaz he speret en eun doare burzudus ; rak bete neuze en doa bet eur speret pounner avoalc’h, p’eo guir ne c’helle lavaret bete neuze nemet oferen an Itron-Varia.

Eun nebeut derveziou goudeze sant Thomaz a Gantorbery a resevaz ar gurunen a verzer, o vervel evit difen ilis Doue.

Ar burzud am eus merket ama, eme an hini a scrif an dra-ma, ne voue disculiet nemet pa deuaz ar maro d’ar beleg iaouank. Eun nebeut goude he varo, ha tri bloas goude ma voa laket sant Thomas e reng ar zent, eo bet contet din, evel ma emeuz he verket ama, gant tud hag a verit beza credet.

————