A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 112-115)



Eur pare burzuduz all.

Eun den, carget da zioual eur glouet var hent houarn ar c’hreisdeiz, a lavar evelen penauz eo bet pareet e Lourd.

« Ato oun bet cre ; mes labourou hir ha goal amzer a zigasas din, brema ez eus tremen seis mis, eur boan hag a vire ouzin da finval. Ar medesin a lavare oa eur Rhem padus. Tri miz e chomis var va guele ep gallout finval. Pa falveze din finval eur c’har, e c’halven va fried pe unan eus va bugale vian pehini a zave var va guele evit va zrei. Va foan a ioa cris meurbet. Erfin ec’h ellis sevel ha bale var bouez branellou ; hogen poan am boa ha va zreid ne deant nemet a stlej.

Digar oa va stad ; netra nemet va labour da veva, ha dervez labour ebet. Va greg a c’hounit dek lur er miz er gloued. Tri bugel on eus, bihan ho zri. Eun dervez e c’houlennent bara, ha ne voa ket da rei dezho… Setu bete pegeit oan eat! Muioc’h a c’hoad fall a rea din ar guel anezho eget va foan. Tud vad o deus va zicouret… An Aotrou’n abad a roe din bouillons ha bep en amzer eur pez a eis real a veze cavet buan implich dezhan. Euz ar c’hastel em eus bet keuneut hed ar goanv, hag abaoue pell ann hini zo e penn ar stasion a ro din bara. Anez, petra vijemp-ni deut da veza ? Ah ! ne ket poan zo manket din !…

Abaoue tri miz eta e zean er meaz avechou. Eur mestr cantonier hag a lenn liziri Breuriez ar Feiz a gomze din euz a Itron-Varia Lourd, euz a eun archer pareet oc’h en em voalc’hi e feunteun Lourd, euz a eur vestrez scol a ioa bet pareet ive he daoulagad gant an dour-ze. Ar goardou all eveldhon a lavare din :

— Jaffard, eun Doue zo ; c’hui zo reuzeudik ; red eo pidi ha mont da Lourd. Ma n’oc’h eus ket a fizians, na dit ket. Mes Doue a c’hell pep tra. Ho pet fizians, hag it evelse.

Ne zonjen ket e Doue ; ne beden ket guechall ; mes pa guez an dichans varnoc’h e teu sonch anezhan. Kementse a rea din sonjal ; esper am boa ; en em lacat a ris da bidi Doue, hag e lakejomp ar vugale vihan da bidi ive. Avechou e falgalounen.

— Bah ! eme ve, ne barei morse ; an dichans zo crog enhout. Ar zonch vad a deue neuze var gorre, hag e lavaren din va unan. — Gouzout a reomp ez euz eun Doue ; hor bet fizians. Ober a ris va zonch da vont en hent ; eun dra bennag a lavare din : Pareet e vezi.....

Daou pe dri dervez araok ne eanen da lavaret an Ave Maria. Erfin e tiblasiz. Eun truez oa va guelat e gar Lourd. Roet oa din eun nebeut arc’hant, hag e vouen douget en eur c’har d’ar feunteun.

Pidi a rean ; neuze e sonjen ; ar verc’hik vian-ze a velaz ar Verc’hez santel a zo eurus meurbet ; kementse ne vije ket digouezet ganheme, ne dalvezan ket keit-ze. — Clask a ris goalc’hi va zreid. Eun den am zicouras ; n’oan ket goest da denna va boutou. Va delc’her a reaz evit va lacat en dour. Oh, na me a bede ! me zonje din e lesjen eno va branellou. Eun tamik gras e caven ; nebeut gouscoude. Ne gollis ket courach, hag e lavaren : mad, dont a rin adarre. Va fried a voue trist bras pa em guelaz o tistrei gant va branellou.

Eur voutaillad zour a ioa eat ganhen euz a Lourd. Araok mont da gousket va fried a ziscargaz eur banne en eur scudel, hag a c’hlebias din c’hoas va zreid. Me a bede, e c’hellit cridi. Neuze e claskis sevel ; ha setu me em za. En em lacat a ris da vale, hag e valeen eas. Neuze e criis : Greg, pare oun ! Va fried a chome da zellet ouzin sebezet. Neuze e lavaras : Oh! Guerc’hez santel, hag ez euz ha ne gredont ket ! Oh, nag hi a zo mad ! hag e vouele gant laouenidigez.

Neuze en em gaven ken eurus, ma liviris : red eo deomp mont da di an amezek.

— Coeza a ri, a lavaras va fried.

— Me valeo couls ha te.

— Hag ar vugale a lezimp aze ep den var ho zro ?

— Ar Verc’hez ho diouallo ; deomp.

Kemeret a ris va letern, ha setu ni en hent. Eun anter cardeurik bale on doa da ober dre eun hent dies. Sevel a rejont, ha me ho les da zonjal pe ger souezet e vouent. Hon amezeien zo tud vad ha tud a relijion tre. Rei a ris dezho da efa pep a vanne euz an dour a ioa deut ganhen. Antronoz, ep baz na netra, e zis da stasion Lesponey, eun anter leo dioc’h va zi. Itron mestr ar stasion a griaz oc’h va guelet : Sellit-ta, Jaffard o vale ! Oh ! eur burzud ! An oll a ioa souezet. Mont a riz a hed al linen ; ne c’helle ket va c’hamaradet cridi eo me a velent. Neuze e lavarent din : Mad ac’h eus great mont da Lourd.

Pa o deus va guelet o tont da Lourd hirio, va branellou ganhen em dorn, o deus lavaret : Setu Jaffard o vont da gas he vranellou da chapel ar Verc’hez ; nicun anezho n’en doa c’hoant goapaat.

Azalek kaer beteg ama em eus baleet. Eun tamik poan am eus c’hoas ; n’oun ket lijer, mes esper am euz e teuin da veza. Va zreid a ioa coenvet scrij ; digoenvet int. Ne c’hellen ket plega va c’hein ; reud oan evel eur vaz ; hag e plegan eas bete’n douar. O ar Verc’hez am lacai e stad da c’hounit va bara ha da vaga va bugaligou. Brema e pedin ato, ha ne vezo ket izom da lavaret, d’am fried na din me, ober hon deveriou a gristen. Oh ! parea tre a rin, ha bep bloaz e teuin ama.

————