E miz c’houevrer diveza, ’n eur gear ha n’hanvin ket,
Eun den euz ar re vella, Fanch, a ioa digwezet
Da c’houlen gand Iann Varzin, merour er geriaden,
Da c’houlen eur zôm arc’hant a bini oa perc’hen.
Krouadurik Iann Varzin, klanvidik pell a ioa,
Edo war vein an oaled, tost d’an tan o tomma,
Pa weljot o tigouezout greg Fanch, ar roulerez,
Liou ar gwin-ardant warnhi, ha dremm eul loen gouez.
Anaout a ra goulskoude Fanch, he goaz reuzeudik,
Hag e c’houlen, dijipot, arc’hant eun nebeudik ;
Hogen, o c’houzout re vad e vije prim lounket,
Ema a respount dichek : « Arc’hant n’az pezo ket ! »
Ha goude beza stlapet mil malloz war he goaz
Ar c’hreg divez en he chouk gand daou zorn a grogaz ;
En doare-ze, korf oc’h korf, e koueschont en oaled,
War ar c’heaz bugel dinoaz, gantho en tan pilet !
O klevet iouc’hadennou ar bugelik en tan,
An eil warlerc’h egile savchont kuit diwarnhan ;
Pa oe savet gand he vamm —- e pe stad truezuz ! —
Ar c’heazik oa peuz devet hag a grie klemmuz !
Ne gredan ket e chomfe pell beo ar paotr bihan
Goude an darvoud skrijuz, mez gwirion, a gontan.
Setu eun torfed muioc’h da staga, m’hon deuz c’hoant,
Oc’h lost hir an torfejou great gand ar gwin-ardant.
A1 loen a c’hoar ehana p’hen deuz bet he walac’h,
Ar mesvier na baouezo ken a vo leun he zac’h,
Ac’han ma vezo teuzet ar gwennek diveza,
Ha ma vo eat e moget he dammik skiant gantha.
Mar d’eo mezuz ’vit eun den, krouet evel Doue
Disken ’n eur stad ken izel, petra laret neuze
Euz kristenien badezet a zo ker stank hirio
A en em ro d’an evach ho laz hag ho daono !